한국   대만   중국   일본 
Kastell Edo - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Kastell Edo

Eus Wikipedia

E 1457 eo bet savet kastell Edo (江?城 -j?) gant Ota Dokan en Edo , el lec'h a zo breman rannger Chiyoda Tokyo
Eno eo bet dizazezet ar sh?gunelezh Tokugawa gant Tokugawa Ieyasu . Dre ma oa annez ar sh?gun hag ar bakufu eo bet ur ger-benn vilourel a-hed marevezh Edo istor Japan . El lec'h-se eman c'hoazh K?kyo (皇居, "annez an impalaer"). Deuet ez eus betek ennomp tammou mogeriou, ramparzhiou ha foziou . Koulskoude, e-pad marevezh Edo e oa kalz ec'honoc'h al lec'h eget ar pezh a c'halljemp sonjal hiziv gant gar Tokyo ha lodenn Marunouchi ker e diabarzh bevenn ar foz pellan.
Endalc'het ivez e oa Park Kita-no-maru, an Nippon Budokan (日本武道館, Nippon Bud?kan , "Sal Arzou-emgannan Japan", bet savet e 1964 evit ar C'hoariou olimpek ) ha lec'hiou anavezet all er biojou.

Un tour-meur e doare savouriezhel heverk kestell Japan zo bet d'ar c'hastell ivez. Diskaret eo bet avat gant an taniou-gwall hag ar c'hrennou-douar ha da get e oa aet dija e-doug an darn vrasan eus marevezh Edo. Daoust da se e tiskouez ar jidaigeki (evel, da skouer Abarembo Shogun ) savet en Edo ar c'hastell gant e dour-meur en ur lakaat kastell Himeji e plas evit-se.

E Matsu no ?r?ka ("trepas ar pin meur") kastell Edo eo e tennas Asano Takumi-no-kami e sabrenn verr d'an 21 a viz Ebrel 1701 a-benn klask lazhan Kira Kozuke-no-suke evit bezan bet dismeganset-spontus gantan. Diwar-se e tarzhas darvoudou ar seizh r?nin ha daou-ugent .

Meur a lec'h e Tokyo a denn o anv da gastell Edo. Otemachi ("ker a-dal d'an nor veur"), Takebashi ("pont bambouz"), Toranomon ("dor an tigr"), Uchibori D?ri ("straed diabarzh ar foz"), Sotobori D?ri ("straed er-maez ar foz"), ha Marunouchi ("e-barzh an enklozadenn"), a-douez re all.

Deuet eo kastell Edo da vezan anvet Tokyo-jo (東京城, "kastell Tokyo") e miz Here 1868 , ha Koujo (皇城, "kastell an impalaer") goude e 1869 , ha Kyujo (宮城, "kastell ar palez") goude c'hoazh e 1888 . A-benn ar fin eo deuet da vezan K?kyo e 1948.

  日本と日本文化のポ?タル ? Porched Japan ha sevenadur Japan ? Adkavit ar pennadou a denn da Japan ha d'he sevenadur ? 日本とその文化についてのペ?ジを見つける