Kambrian

Eus Wikipedia
Eon Fanerozoek

Paleozoeg
Kambrian
Ordovisian
Silurian
Devonian
Karbonifer
Permian
Mezozoeg
Triaseg
Juraseg
Kretase
Kenozoeg
Paleogenel
Paleosen
Eosen
Oligosen
Neogenel
Miosen
Pliosen
Pevare oadvezh
Pleistosen
Holosen


Maread douarouriel kentan ar paleozoeg eo ar c'hambrian . Mont a ra eus 542 milion a vloavezhiou 'zo, e fin ar proterozoeg , betek derou an ordovisian , 488.3 milion a vloavezhiou 'zo. Dont a ra e anv eus Cambria , anv latin Kembre , lec'h ma oa bet kavet ar reier kentan eus ar maread-se.

Ar c'hambrian eo ar maread kentan a gaver en e reier kalz fosilou hag organegou liezekoc'h eget spoue pe morgaoul . En e bad e teuas war-wel war-dro 50 strollad bras a anevaled - pe skourradou , hendad ebet ganto peurliesan. Graet e vez an darzhadeg kambrian eus ar c'hoarvezadenn-hont.

Disrannadur ar c'hambrian [ kemman | kemman ar vammenn ]

E tri ismaread eo disrannet ar c'hambrian

E daou varevezh faonek e vez disrannet pep hini eus an isrameadou-se. Ar paibian eo an hini nemetan anavezet gant ar Gomision Etrevroadel a-zivout ar Stratigrafiezh . Ar re arall n'int ket bet anvet c'hoazh. E meur a varevezh rannvroel e vez disrannet ar c'hambrian, avat.

Sinat Norzh-amerikan Rusat-Kazac'hat Australiat Rannvroel
Furongian Ibeksian (darn) Ayusokkanian Idamean Dolgellian
Sunwaptan Sakian Mindyallan Festiniogian
Steptoan Aksayan Payntonian Maentwrogian
Marjuman Batyrbayan
Kambrian krenn Maozhangian Mayan Boomerangian
Zuzhuangian Delamaran Amgan Undillian
Zhungxian Florian
Templetonian
  Dyeran Ordian
Kambrian abred Longwangmioan Toyonian Lenian
Changlangpuan Montezuman Botomian
Qungzusian Atdabanian
Meishuchuan Tommotian
Nemakit-Daldynian


Deiziadur ar c'hambrian [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kredin a raed en em astenne ar c'hambrian eus 570 milion a vloavezhiou 'zo betek 500 milion a vloavezhiou. E zerou a lakaed d'an ampoent ma teue war-wel an trilobitou hag an arc'heoyathided kentan. E fin a lakaed da amzer ur c'hemm pouezus e natur ar fosil adkavet hag a verk, war a greder, ul lazhadeg . Dizoloadenn fosilou nevez ha deiziaduriou dre skinoberiusted a lakaas an amzeriadou-se en arvar e-pad an XX vet kantved, avat. Diforc'hiou a zeiazadur a zo boutin etre klaskourien 'zo.

Deiziadur dre skinoberiusted reier eus Brunswick Nevez a zamveneg ec'h echuas ar c'hambrian abred 511 milion a vloavezhiou 'zo, ar pezh na lez nemet 21 milion a vloavezhiou evit an ismareadou arall. Un deiziadur nevesoc'h a laka derou ar c'hambrian da 542 milion a voavezhiou 'zo. Diazezet eo war studi goueledadennou eus Oman . Er vevenn etre ar c'hambrian hag ar proterozoig ez eus un diskar ment eus fonnusted ar c'harbon 13. Hervez Amthor (2003) e vefe liammet gant ul lazhadeg a vefe bet c'hoarvezet e fin an ediakareg . Dre chans ez eus e goueledadennou Oman ur gwiskad ludu tanveneziek, zirkoniou ennan a c'heller amzerin en un doare resis a-walc'h eus 542 milion a vloavezhiou 'zo. Gwirhenvel e vo lakaet d'an amzeriad-se derou ar c'hambrian.

Douaroniezh ar C'hambrian [ kemman | kemman ar vammenn ]

War a greder e teu kevandiriou ar c'hambrian eus torridigezh ar dreistkevandir Ponnotia . Seblantout a ra e oa ar moriou bras ha basoc'h gant uhelgompezennou kevandirel ment ma c'helle kreskin kalz organegou. Kredin a reer e oa tommoc'h hinad ar c'hambrian eget hini fin ar proterozoeg met chom a reas finvadeg ar c'hevandiriou buan-tre. Laurentia , lec'hiet e-kichen ar c'heheder, Baltica , damgonfontet dindan Meurvor Iapetus , ha Sibiria a chomas dizalc'h tra ma krogas Gondwana da vont etrezek penn-ahel ar su. Ar c'hevandir brasan a oa heman, Panthalassa a c'holoe darn vrasan an damsferenn-norzh. Bez' e oa un niver a veurvoriou bihanoc'h ivez : ar Meurvor Rak-Tethys , ar Meurvor Iapetus , hag ar Meurvor Khanty .

Hinad [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tomm a-walc'h e oa hinad ar c'hambrian. Evel ma no oa kevandir ebet er pennou-ahel e c'helle ar redou-mor tremen-distremen en un doare frank ha kelc'hiad ebet na oa yen a-walc'h evit ma skornje ar mor.

Faon ar C'hambrian [ kemman | kemman ar vammenn ]

Trilobit fosil Elrathia kingii eus kambrian Amerika an Norzh

Estreget un nebeud fosilou a zo o natur disklaer hag ar vryozoegou e oa bezant an holl skourradou loenel a-vreman e-pad ar c'hambrian. An darn vrasan anezho a zo aet diwar-wel, war a seblant, e derou ar c'hambrian pe e fin a ediakareg . Un nebeud skourradou a-vreman, korfou gwak ganto, n'o deus kannad fosil ebet er reier kambrian, avat. Un niver bras a anevaled iskis n'eo ket sklaer o liammou gant ar furmou arnevez a yeas war-wel ivez.

Al lec'h gwellan studiet a zo Skiltrou Burgess e Kolombia vreizhveuriat . Goueledadennou eus ar c'hambrian krenn ez int ha miret e oa bet kalz fosilou a anevaled gwak o c'horf enno.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]