Kalifiezh an Omeiaded

Eus Wikipedia


??????????? ?????????????
Kalifiezh an Omeiaded
Kalifiezh
661?750
Location of Omeiaded
Location of Omeiaded
Kalifiezh an Omeiaded e 750
Ker-benn
Yezh(ou) ofisiel:
arabeg klasel
ofisiel e broiou zo betek 700:
kopteg , gresianeg , latin , perseg
Yezhou all:
arameeg , turkeg , berbereg , romaneg afrikan , mozarabeg , sindeg , jorjieg , prakriteg , kurdeg
Relijion Islam
Framm politikel Kalifiezh
Kalif
( Amir al-Mu'minin )
 - 661?680 Muawiya I an (kentan)
 - 744?750 Marwan II (diwezhan)
Istor
 -  Emglev Hasan?Muawiya 661
 -  Dispac'h an Abbasided 750
Gorread
 - 720 [1] 11 100 000 km 2
4 285 734 sq mi
En he raog
Heuliet gant
Kalifiezh ar R??idah
Impalaeriezh Bizantion
Rouantelezh ar Vizigoted
Egzarc'hiezh Afrika
Rouantelezh an Aouras
Rouantelezh Altava
Tierniezh Chacha
Impalaeriezh an Heftalited
Kalifiezh an Abbasided
Emirelezh Cordoba
Barghawata
Emirelezh Nekor
Emirelezh Tlemcen

Kalifiezh an Omeiaded (661?750, en arabeg ??????????? ????????????? al-Khil?fah al-?Umaw?yah ) [2] a oa an eil eus ar peder c'halifiezh vras diazezet goude marv Mahomed . Renet e oa ar galifiezh gant dinastiezh an Omeiaded (??????????????, al-?Umaw?y?n , pe ????? ????????, Ban? ?Umayyah , "mibien Umayyah "). Othman ibn Affan (ren : 644?656), an trede eus kalifed Rashidun , a oa ezel eus ar c'hlann-se ivez. Erruout a reas an dierniezh er galloud gant Muawiya ibn Abi Sufyan , bet e-pad pell gouarnour Siria , a zeuas da vezan ar c'hwec'hvet kalif goude dibenn ar Fitna kentan e 661. Goude marv Muawiya e 680 e tigoras stourmou da c'hounit an tron e-pad an eil Fitna [3] ha kouezhan a reas ar galloud etre daouarn Marwan I an , ezel eus ur skourr all eus ar c'hlann. Siria a chomas kreizenn galloud an Omeiaded ha Damask e oa o c'her-benn.

Kenderc'hel a reas an Omeiaded gant aloubadegou ar Vuzulmaned . Lakaat a rejont lezenn an Islam da ren e Transoxiana , er Sindh , er Maghreb hag e Ledenez Iberia ( Al-Andalus ). Pa oa ar galifiezh en he brasan e oa 11 100 000 km2 dindani [1] , ar pezh a rae anezhi unan eus ar brasan impalaeriezhou en Istor e-kenver ar gorread. Diskaret e voe an dynastiezh er pep brasan eus ar bed islamek gant un emsavadeg renet gant an Abbasided e 750. Ar re a chomas bev en em ziazezas e Cordoba a zeuas da vezan, dindan stumm un emirelezh hag ur galifiezh goude-se, ur greizenn evit ar skiant, ar vezegiezh, ar brederouriezh hag an ijinadennou er bed e-doug an Oadvezh aour islamek [4] [5] .

Kalifiezh an Omeiaded a renas war ur boblans vras, enni meur a genel hag a sevenadur. Aotreet e oa ar gristenien , anezhe ar brasan niver eus poblans ar galifiezh c'hoazh, hag ar Yuzevien da gaout o relijion dezhe o-unan met dleet e oa dezhe paean un dell (ar jizia ) na veze ket paet gant muzulmiz [6] . Ret e oa d'ar re-se paean ar zakat , un taos a oa he fal arc'hantan programmou skoazell [7] [8] evit mad Muzulmiz [9] . Dindan ar c'hentan kalifed, e oa dalc'het kargou uhel gant kristenien. Lod anezhe a oa izili eus tiegezhiou o doa servijet en gouarnamant ar Vizantiz . Implijout kristenien a oa ul lodenn eus ur politikerezh brasoc'h da lakaat ar peoc'h da ren etre ar relijionou hag a oa hollret rak niverus-kenan e oa ar gristenien er provinsou kemeret, koulz hag e Siria. Ar politikerezh-se a lakaas Mu'awiya da c'hounit brud-vat e-touez e sujidi hag a grenvaas Siria [10] [11] . Sellet e vez alies ouzh marevezh an Omeiaded evel ar prantad ma tiorroas an arz islamek [12] .

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. 1,0 ha 1,1 Rein Taagepera (September 1997). " Expansion and Contraction Patterns of Large Polities: Context for Russia ". International Studies Quarterly 41 (3). DOI : 10.1111/0020-8833.00053
  2. Umayyad dynasty .
  3. Bukhari, Sahih. Sahih Bukhari: Read, Study, Search Online .
  4. Simon Barton (30 June 2009). A History of Spain . Macmillan International Higher Education. 44?5 p. ISBN 978-1-137-01347-7 .  
  5. Francis Preston Venable (1894). A Short History of Chemistry . Heath. 21  p.  
  6. Rahman, 1999, p. 128
  7. Rahman, 1999, p. 128
  8. Islamic Economics .
  9. Benthal, Jonathan (1998). " The Qur'an's Call to Alms Zakat, the Muslim Tradition of Alms-giving ". ISIM Newsletter 98 (1): 13?12
  10. Cavendish, Marshall (2006). World and Its Peoples . Marshall Cavendish. 185  p. ISBN 978-0-7614-7571-2 .  
  11. Haag, Michael (2012). The Tragedy of the Templars: The Rise and Fall of the Crusader States . Profile Books. ISBN 978-1-84765-854-8 .  
  12. Yalman, Suzan (October 2001). The Art of the Umayyad Period (661?750) . Heilbrunn Timeline of Art History . The Metropolitan Museum of Art.