한국   대만   중국   일본 
Keriekadur - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Keriekadur

Eus Wikipedia
Grafik poblans ar c'heriou e-tal hini ar maeziou dre ar bed abaoe 1970

Keriekadur a vez graet eus ul luskad istorel o treuzfurmin stummou ar gevredigezh hag a vez tu termenin gant ar fed da welet an niver a annezidi er c'heriou o vont war gresk e kenver peurrest ar boblans ( divaezian ). Ar c'heriekadur a vez graet boas tro-dro keriou hag a vez dija anezho, an tiriadou-se a zo gwelet evel dedennus pe evit abegou sevenadurel hag istorel (ar c'heriou-penn) pe abegou relijiel (Eskoptiou Breizh, Mekka ...). Gellout a ra bezan ivez dre un tiriad dedennus e-bed an ekonomiezh, ar greanterezh pe milourel kadoniezhel (bazennou-soudard, kampou Roman...).

Pobladur keriadennig war ar maez Pocahontas County, Iowa ha ker vras Johnson County, Iowa hervez an oad. Gwelet e vez e ruz ar re yaouank en tachennou kerel en Iowa [1]

Lod keriou a zo bet ganet tro-dro porzhiou pe greanterezh staliet nepell diouzh danveziou diazez maeneg, energiek pe denel (labourerien arbennikaet, labourerien marc'had-mat). Ar c'heriekadur a zo ul luskad a seblant difin hag hep termen, abaoe 1800, gwelet evel redin gant ar gouarnamantou hag an tisaverien.

Skouer Reudied [ kemman | kemman ar vammenn ]

Reudied a zo ur ger eus Breizh el Liger-Atlantel , arouezius eo eus ar c'heriekadur a zo bet en 20vet kantved. War ar poltriji dindan e vez gwelet mat eerelo bet difin kresk ar ger o pakan douarou war ar maeziou hag etrezek an arvor.

Pazennadur keriekadur ker Reudied abaoe an XIX vet kantved

An takad kerel a zo bet o kreskin dizehan, ar c'heriekadur a vez o kemer muioc'h-mui a blas war ar maeziou hag an arvoriou.

Istor ar c'heriekadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skouer Dubai gwelet adal un teleskop eus an NASA . Krog eo ar c'heriekadur war ar mor e-plas mont war-zu an dezerzh

Ret eo gortoz 1800 hag ar reveulzi greantel evit gwelet poblans ar c'heriou o kreskin buan hag hini ar maeziou o tiskenn gant an divaezian . D'ar mare-se e tifluk ar ger keriekadur gant ar ster a vez dezhan hiziv-an deiz. Difin e seblant bezan al luskad keriekadur o welet dregantad ar boblans bedel o vevan er c'heriou :

1800 - 3,4%
1900 - 15%
1950 - 30%
2000 - 50%

Gant al lans a vez hiziv gant ar c'heriekadur, 65 % eus ar boblans a vevo e ker e 2025, muioc'h evit 80 % evit darn ar vroiou. Er bloavezh 2000, 213 ker a gont muioc'h evit 1 milion a annezidi, ha 23 metropolenn a vez gant muioc'h evit 10 milion a annezidi, hag hervez an ABU ar boblans kerel a c'hellfe doublan a-benn 100 vloaz. 2007 a vefe ivez ar bloavezh o welet ar boblans kerel o vont dreist hini ar maeziou. Etre 1900 ha 2000, ar boblans kerel a zo bet lieskementet dre 20, padal ar boblans hollek dre ar bed a zo bet lieskementet dre bevar.

Kudennou ar c'heriekadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skouer Gizah [ kemman | kemman ar vammenn ]

Piramidenn Gizah a vez kemeret alies evel skouer pa vez kaoz eus kudennou ar c'heriekadur. Un emled bras a zo bet eus ar ger Gizah a-hed ar bloavezhiou, ar gudenn a sav a-benn neuze a zo eman an emled-se o vont etrezek al lec'h istorel.

Emled ker Gizah war-zu al lec'h istorel

Difin e seblant bezan emled ar c'heriekadur met un harz a zo bet lakaet dre ma 'z eo ul lec'h touristel meur hag ul lec'h istorel hollbouezus evit Egipt .

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. 2000 Sifrou an U.S. Census