한국   대만   중국   일본 
Julie Charles - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Julie Charles

Eus Wikipedia
Lenn Bourget en 2016, daou c'hant vloaz goude tremen Julie Charles.

Julie Charles , aet da anaon gant an dorzhellegezh d'an 18 a viz Kerzu 1817 e Pariz , a oa ur Greolez yaouank bet ganet Julie-Francoise Bouchaud des Herettes e 1782 (pe 1784 ) en un tiegezh planterien eus Saint-Domingue .

Goude lazhadeg ar Re Wenn gant ar sklaved , c'hoarvezet en drevadenn c'hall d'an 22 a viz Eost 1791 , e tec'has kuit ar familh a-bezh da Vro-C'hall . Eno e timezas d'ar skiantour gall brudet Jacques Charles ( 1746 - 1823 ) a oa pell koshoc'h eviti.

Kejan a reas-hi gant Alphonse de Lamartine ( 1790 - 1869 ) en Aix-les-Bains ma oa-hi deuet, da glask un tamm diskuizh, e penn-kentan miz Gouere 1816 , dre ma oa paket gant ar c'hlenved dija. Piket e voe kalon ar skrivagner gant koantiri ar plac'h yaouank ha plijout a rae dezhe bale asambles a-hed glannou Lenn Le Bourget-du-Lac. Ma c'hanas ur gwir garantez etre an daou zen yaouank buan a-walc'h. Eviti an hini eo e krogas Lamartine da sevel ar varzhoneg Le Lac [1] ( Al Lenn ) e 1817 , dipitet-bras ma oa ne oa ket deuet an Itron Charles da Aix er bloaz-se. Diwezhatoc'hik e skrivas ur varzhoneg all ? L'Immortalite [1] an titl anezhi ? oc'h echuin gant ar werzenn anavezet-mat "Vois mourir ce qui t'aime, Elvire, et reponds-moi !".
Da viken e chomo stag-kaer anv Lamartine ouzh hini e garedig ? Elvire ha neket Julie Charles ...

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. 1,0 ha 1,1 Embannet o-div en dastumad Meditations poetiques d'an 11 a viz Meurzh 1820 .