Provins Judea

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Judea )
Provins Judea war-dro 120

Judea pe Iudaea a oa ur brovins eus an Impalaeriezh roman krouet er bloaz 6 war un darn eus ar rouantelezhiou hasmonean hag herodian . Dont a ra an anv anezhi eus rouantelezh Juda . En em astenn a rae war broiou Judea , Samaria hag Idumea . En hanternoz dezhi e oa provins Syria .

Dispac'h a voe buan e provins Judea e-pad Census Quirinius ha meur a vrezel a voe etre Yuzevien ha Romaned . E 70 e voe distrujet an Templ e-pad an Emsavadeg yuzev vras , ma voe krouet ur Fiscus Judaicus. Goude emsavadeg Bar-Kokhba 132?135, e voe kemmet anv ar brovins gant an impalaer Hadrian ha dont a reas da vout provins Syria Palaestina , ma teuas Jeruzalem da vout Aelia Capitolina .

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Gilbert Labbe, L'Affirmation de la puissance romaine en Judee (63 a .C.-136 p .C.) , Les Belles Lettres, 2012
  • Mireille Hadas-Lebel, Rome, la Judee et les Juifs , Picard, 2009
  • Caroline Arnould-Behar, La Palestine a l'epoque romaine ( ISBN 978-2-251-41036-4 )