Juan Ponce de Leon
(ganet war-dro
1460
e
Santervas de Campos
,
provins Valladolid
; marv e miz Gouere
1521
e
La Habana
, e
Kuba
) a oa ur
c'honkistador
spagnol
.
Goude kemeret perzh er brezel a-enep
Emirelezh Granada
ez eas d'ar
Bed Nevez
hag en em stalian en
Hispaniola
. E
1508
e voe roet kefridi dezhan gan ar roue
Fernando II Aragon
da vont da ergerzhet enez
Puerto Rico
hag a oa anvet enez San Juan Bautista da neuze. Mont a reas Ponce de Leon kuit diouzh Hispaniola d'an 12 a viz Goeure 1508 ha dilestran a reas war an enezenn e Bae San Juan, nepell diouzh al lec'h m'eman ker
San Juan
breman. E diabarzh an enezenn e savas Ponce de Leon an diazezadenn spagnol gentan. E 1509 e tistroas da Hispaniola, kontan a reas e veaj hag anvet e voe da c'houarnour enez "San Juan Bautista" gant ar roue. Mont a reas d’an enezenn en-dro, gant e wreg hag e vugale.
Klevet e voe ar gant Spagnoliz ar vrud a rede penaos e oa inizi all pelloc’h, er gwalarn da Hispaniola. Urzh a roas ar roue da b- Ponce de Leon da vont da glask an inizi-se, e 1512. D’ar 27 a viz Meurzh
1513
e tizhas aod reter
Florida
gant tri lestr, ha sonjal a reas e oa un enezenn. Kontan a reer e voe kavet ar
Gulf Stream
gantan e 1513, met merzet e oa bet ar froud-se gant ur merdeer all,
Anton de Alaminos
.
E 1514 e resevas aotre da drevadennin "enezenn Florida". Met n’eo nemet e 1521 ez eas di en-dro, gant 200 den ar wech-man ha ganto chatal, kezeg ha peadra da labourat an douar. Dilestran a reas war aod kornaoueg Florida d’an
2 a viz Ebrel
1521
hag embann e oa un douar spagnol.
Taget e voent gant Amerindianed ha gloazet e voe Ponce de Leon e-pad an argadenn. Distrein a reas da Guba ha mervel eno. Beziet e voe e
San Juan
hag eman e relegou breman en iliz-veur San Juan Bautista eno.
Div ger, an eil e Florida,
Ponce de Leon
, hag eben e Puerto Rico,
Ponce
, zo bet anvet evel-se en enor dezhan.