한국   대만   중국   일본 
Joseph McCarthy - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Joseph McCarthy

Eus Wikipedia
Joseph McCarthy e 1954

Joseph Raymond McCarthy , ganet d'ar 4 a viz Du 1908 hag aet da Anaon d'an 2 a viz Mae 1957 , a oa ur politikour stadunanat a voe senedour evit ar Republikaned e Stad Wisconsin etre 1947 betek e varv e 1957.

E penn kentan ar bloavezhiou 1950, McCarthy a oa deuet da vezan dreistbrudet evel dremm an enep-komunouriezh e Stadou-Unanet Amerika. Aon a oa dre ar vro ma vefe treitourien o labourat evit an URSS ). Tan en doa plantet McCarthy oc'h embann e oa breinet ar vro gant treitourien, spierien ha harperien gomunour ha soviedat er gouarnamant kevredadel, er skoliou-meur, en industriezh ar filmou ha dre vras e pep korn eus ar vro. Dre forzh falstamallou drouk e oa bet tamallet gant ar Sened stadunanat. An droienn "McCarthyism", krouet e 1950 evit ober dave da zoareou McCarthy, a vez implijet hiziv an deiz c'hoazh evit ober anv eus tud oc'h implij ar memes doareou evit louzan an dud, dreist-holl a-fed tamall d'an dud bezan brogarourien fall.