한국   대만   중국   일본 
Joseph Kasa-Vubu - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Joseph Kasa-Vubu

Eus Wikipedia
Joseph Kasavubu (1962)

Joseph Kasa-Vubu (war-dro 1913 - 24 a viz Meurzh 1969) a oa ur politikour eus Kongo , bet prezidant kentan ar vro.

Studian a reas ar brederouriezh ha mont da gelenner e 1939. E penn ar strollad dizalc'hour ABAKO e voe a-raok mont da brezidant kentan Republik Kongo d'an 30 a viz Even 1960. Kerkent ha dizalc'h e voe beuzet ar vro en un enkadenn vras, gant emsaviou dizalc'hour e rannvroiou 'zo, evel hini Katanga , hag enebiezh etre Kasa-Vubu hag e vinistr kentan Patrice Lumumba . D'ar 14 a viz Gwengolo 1960 e voe harzet Lumumba gant Joseph Mobutu . Distroadet e voe Kasa-Vubu d'e dro gant Mobutu d'ar 24 a viz Du 1965.