한국   대만   중국   일본 
Jorj Robin - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Jorj Robin

Eus Wikipedia
Jorj Robin en L'Heure Bretonne - 8 a viz Du 1941

Jorj Robin ( Georges Robin en ti-ker) a oa skultour hag engravour-koad ; patromou broderezh a ginnigas ivez evit Nadoziou e Naoned. Ganet e Naoned e 1904, marvet e 1928, falc'het gant an droug-skevent. Ezel e oa eus Unvaniez ar Seiz Breur [1] . A-hend-all, sikour a zegasas da sevel Kelc'h Keltiek Naoned.

Krouin a reas, e-touez traou all, an engraviou embannet gant Gwalarn e derou ar bloavezh 1928 da heul an droidigezh eus Prometheus Ereet gant Aesc'hulos savet gant Youenn Drezen [2] .

Pa varvas Jorj Robin e fin ar memes bloavezh 1928, Jakez Riou a embannas e Gwalarn (niv. 15) un danevellig dindan an titl Prometheus Ereet . Kenverian a ra ar c'hlanvour war e wele ha Prometheus stag ouzh ar roc'h gant ur c'hemm dister : ur gup eo aman a zeu bemdez da grignat skevent ar paotr (arabat ankouaat e oa tapet Jakez Riou gant ar memes klenved). Jakez Riou a zegas da sonj an tri engrav pennan bet embannet er gelaouenn un nebeud miziou araok hag ar souezh a oa bet d'an dud gwelet Prometheus skeudennet e-giz ur paotr ken yaouank hag an arzour ha neket ur ramz evel boas [3] .

Delwenn La Porteresse (1926) gant Jorj Robin

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. E 1931, Reun Kreston , gant Paul Ladmirault , a embannas ul levrig diwar e benn : Rene-Yves Creston, Jorj Robin, skulter vrezon, e vuhez, e ober (brezhoneg ha galleg), Unvaniez ar Seiz Breur, Keltia.
  2. Adembannet eo bet "pajenn ha pajenn" an droidigezh hag engraviou Jorj Robin gant Mouladuriou Hor Yezh e 2000 ; er memes levrenn e kaver ivez Ar Bersed (gant Aesc'hulos, troet gant Youenn Drezen) ha da heul engraviou gant Reun Kreston.
  3. Ar skrid-se, evel ar re all gant Jakez Riou, a c'hell bezan lennet e Wikimammenn : http://br.wikisource.org/w/index.php?title=Prometheus_Ereet&oldid=34870 .