Jomo Kenyatta

Eus Wikipedia
Kenyatta e 1966

Jomo Kenyatta (war-dro 1890 - 22 a viz Eost 1978 ) a oa ur politikour eus Kenya , bet prezidant kentan ar vro adalek 1964 betek e varv. Tad Uhuru Kenyatta e oa, pevare prezidant Kenya.

Ganet e oa en anv Kamau wa Ngengi en ur familh kikuyu . Goude marv e dud ec'h eas da vevan gant e eontr hag e dad-kozh. E 1914 ec'h eas da gristen ha kemer an anv John Peter Kamau a chenchas goude e Johnstone Kamau . E 1938 ec'h embannas un dezenn en e anv nevez : Jomo Kenyatta. Goude an Eil brezel-bed e stourmas evit dizalc'hiezh e vro hag a oa un drevadenn saoz .

D'ar 1an a viz Even 1963 e voe dilennet da vinistr kentan Kenya ha chom a reas er garg-se goude dizalc'hiezh ar vro e miz Kerzu (pa oa ar rouanez saoz Elesbed II e penn ar Stad). D'ar 1an a viz Even 1964 e teuas Kenya da vezan ur republik ha Kenyatta prezidant kentan anezhi. E strollad politikel a voe an hini nemetan aotreet hag addilennet e voe e 1966, 1969 ha 1974.