한국   대만   중국   일본 
Johannesburg - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Johannesburg

Eus Wikipedia
Johannesburg
Kartenn Gauteng ha Johannesburg e ruz

Johannesburg eo ker vrasan Suafrika , ker-benn provins Gauteng , hini binvidikan ar vro. E rannvro Transvaal eman.
Ha n'eo ket unan eus teir c'her-benn ar vro, kavout a reer an eskemmdi hag al lez vonreizhel. Gwelet e vez evel ur greizenn armerzherezh a-bouez (kenwerzh aour ha diamant , obererezhiou arc'hant ...).

4 milion a dud zo o chom er ger, ha tost da 8 milion er veurger.

Douaroniezh ha hin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Lec'hiet eo e 1650 metr a uhelder. Klouar eo an amzer e-pad an deiz (war-dro 28° da 30° en hanv ha 10° da 20° er goanv), yen eo avat e-pad an noz (ur 15° bennak en hanv ha betek dindan zero er goanv).
Eman en un 50 km bennak e su Pretoria , ker-benn velestradurel ar vro.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Johannesburg e 1896

Gerdarzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dont a ra eus an anv nederlandek Johannes ha -burg da lavaret eo bourc'h . N'ouzer ket gwall vat eus peseurt Johannes zo kaoz avat, pe Stephanus Johannes Paulus Kruger brudet dindan an anv Paul Kruger , prezidant ar Republik, pe Christiaan Johannes Joubert, ar besprezidant, pe Johannes Meyer, pe c'hoazh Johann Rissik, ar pennenseller kentan.

Berranviou ha lesanviou zo bet roet dezhi : Joburg, J'burg, The Wild City ha Jozi . E anv zoulouek eo eGoli, hag a dalv ≪ ker an aour ≫ (dre ar saozneg).

Ker an aour [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammet eo ledan ar ger gant dizoloadenn an aour e 1886 . Kresk a ra neuze buan-kenan. Krouet eo ur yalc'h an dalvoudou (ar Johannesburg Stock Exchange ) adal 1887 .
Postaduriou bras diloc'h er bloavezhiou 1930 (savaduriou Art deco ) hag er bloavezhiou 1970 (skrapou-oabl) en deus kemeret perzh e diorren ar ger.

He annezidi [ kemman | kemman ar vammenn ]

73 % eus ar boblans a zo du, 16 % a zo gwenn, 6 % a zo hiron ha 4 % azian (en o zouez Indianed). 42 % eus an annezidi zo dindan 24 bloaz.
An ngunieg eo ar yezh muian komzet (34 %), ha war-lerc'h ar sothoeg (26 %), ar saozneg (19 %) hag an afrikaaneg (8 %).
7 % eus ar boblans zo distudi, 29 % deusouto zo diplomet eus an eil derez ( high school ) ha 14 % deusouto en deus studiet er skol-veur.
Al lodenn vrasan eus an dud en em ziskler kristen (53 %) ha 24 % a zo dizoue pe supozer . 14 % a zo en ilizou afrikan a bep seurt, 3 % a zo muzulmaned , 1 % a zo yuzevien hag 1 % all a zo hindoued .

He c'harteriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

11 rannvro velestradurel a zo enni hiziv an deiz :

Rannvroiou melestradurel Johannesburg
  • Rannvro 1  : Diepsloot, Kya Sand
  • Rannvro 2  : Midrand, Ivory Park
  • Rannvro 3  : Bryanston, Douglasdale, Fourways, Randburg, Sandton, Strijdompark, Sunninghill, Woodmead
  • Rannvro 4  : Northcliff, Rosebank, Parktown
  • Rannvro 5  : Roodepoort, Constantia Kloof, Northgate
  • Rannvro 6  : Doornkop, Soweto, Dobsonville, Protea Glen
  • Rannvro 7  : Alexandra, Wynberg, Bruma
  • Rannvro 8  : Inner City
  • Rannvro 9  : Johannesburg South, City Deep, Aeroton, Southgate
  • Rannvro 10  : Meadowlands, Diepkloof
  • Rannvro 11  : Orange Farm, Ennerdale, Lenasia

Amos Masondo eo he maer, eus strollad an ANC . E dilennadegou ar ger d'ar 1an a viz Meurzh 2006 ez eas ar maout gant an ANC gant 62% eus ar mouezhiou (136 kador), hag ouzhpenn un drederenn deuzouto d'an Emglev Demokratel (59 kador).
En norzh eman ar c'harteriou kran, en o zouez Melrose, Four ways, Rivonia hag ar greizenn aferiou e Sandton.
Er mervent eman an township Soweto (SOuth WEst TOwnship) hag a zo a-ziwar-lerc'h an apartheid .

Niver a dud e takadou kerel Johannesburg hervez an niveradeg d'an 09/10/2001 :

Gwel war Johannesburg, an Hillbrow Tower er fons
takad ker poblans ker e 2001
Johannesburg 894 715
Soweto 772 148
Orange Farm 163 778
Roodeport 147 308
Alexandra 139 484
Meadowlands 128 460
Randburg 123 109
Sandton 118 259
Ivory Park 103 371
Diepklof 93 638
Diepsloot 47 494
Midrand 28 500
Rabie Ridge 22 193
Tshepisong 20 271
Ebony Park 16 206
Poortjie 9 469
Mayabuye 8 864
Wheeler's Farm 7 948
Klipfontein View 3 144
Vlakfontein  821
Kempton Park  685
Hollad JOHANNESBURG 2 855 379

mammenn : benveg Superweb :interactive stats SA .

Armerzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

N'eo ket ar mengleuziou gennad pennan ar c'horn-bro ken. Diorren ar servijou hag an aerborzh etrebroadel en deus lakaet Johannesburg da vezan ur geoded pouezus evit ar c'henwerzh afrikan ha bedel. Tolpad Johannesburg (Gauteng) a dalvfe 40 % eus PDK Suafrika.

37 % eus ar boblans oberiant zo dilabour (91 % deusouto zo du). 19 % a labour e tachenn ar servijou ha 18 % e tachenn an arc'hant.

Touristerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Banniel Johannesburg

Johannesburg zo ur ger danjerus, he c'hreiz-ker da skouer. Disurentez vras zo abaoe penn-kentan ar bloavezhiou 1990.

Al lec'hiou da vezan gweladennet gant an douristed eo mirdi an apartheid , park tematek Gold Reef City ha karteriou Sandton ha Randburg. Ret eo menegin ivez Soweto , an township , e lec'h e vez kavet Mandela House Museum ha Hector Petersen Memorial Monument.

Aveaduriou sport [ kemman | kemman ar vammenn ]

Stad rugby brudet Ellis Park a zo e Johannesburg. Gourfenn trede kip rugbi ar bed oa bet eno e 1995 . Aet e oa ar maout gant ar springboks a-enep an All-blacks . Nelson Mandela , prezidant du kentan ar vro, en doa roet e-unan an trofe d'ar c'habiten suafrikan Francois Pienaar . Un arouez vras e oa pa oa an apartheid o paouez echuin. Brasaet eo bet evit gourfenn Kib vell-droad ar bed 2010 dalc'het d'ar Sul 11 a viz Gouere.

Gevellin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tud liammet gant ar ger [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]