Jogaila

Eus Wikipedia
Jogaila

Jogaila Algirdaitis , anavezet e poloneg evel Władysław II Jagiełło , ganet e Vilnius e 1351 (marteze ha da nebeutan a-raok 1362) , ha marvet e 1434 e Grodek Jagiello?ski , a oa dug-meur Lituania eus 1377 betek 1392, ha roue Pologn adalek 1386 betek e varv.

Pagan e oa, hag e 1386 , pa oa 35 bloaz, e voe badezet hag anvet ≪ Ladislas ≫ pe ≪ Vladislav ≫ ( poloneg Władysław Jagiełło ) ha dilennet ivez da roue Polonia . Dimezin a reas d'an 18  a viz  C'hwevrer   1386 e Krakow da Jadwiga Anjev , plac'h a 14 vloaz.

Bez e voe unan eus 24 den a ziazezas Urzh an Aerouant da zifenn ar gristeniezh ouzh an Durked.

Mab e oa da Algirdas (pe Olgierd), dug Lituania (1345-1377). En 1410 e voe trec'h Ladislas, gant e gevredidi lituaniat, ha gant Moldaved ha Tatared, war varc'heien an Urzh Teutonek en emgann Grunwald .