Jimi Hendrix

Eus Wikipedia
Johnny Allen Hendrix
Ganet 27 a viz Du 1942 e Seattle
Marvet 18 a viz Gwengolo 1970 e Londrez
Micher(iou) oberour-kompozer-kaner
Benveg(ou) mouezh, gitar
Bloavezhiou oberiant 1965-1970
Lec'hienn ofisiel http://www.jimihendrix.com/

James Marshall Hendrix (bet ganet dindan anv Johnny Allen Hendrix d'ar 27 a viz Du 1942 hag aet da Anaon d'an 18 a viz Gwengolo 1970 ) a oa ur gitarour , kaner ha sonaozer stadunanat . Desellet eo gant ul lod vras a 'r sonerion, ar vurutellerion hag e bed ar sonerezh dre vras, evel ar gwellan gitarour en istor ar rock, hag evel unan eus pouezusan ha levezonusan sonerion ag e amzer a-hed un toullad doareou. Goude ar berzh kentan en Europa , e tiraezas ar brud e 1967 goude e abadenn er Monterey Pop Festival . Diwezhatoc'h, Hendrix a sennas er mojennek Festival Woodstock a 1969 er Festival Enezenn Wight a 1970. A-fet son, Hendrix a arvere an overdrive war e amplaeriou d'an aliesan, en ur sennin krenv ha skiltr. Skoazellan a reas da ziorroin kalvezerezh ar feedback er sonerezh.

Ganet e Seattle , Washington, Hendrix en devoa kroget gant ar c'hoari gitar d'an oad a 15 vloaz. E 1961, e emzelle en US Army hag e voe gourdonet evel harzlammer er 101st Airborne Division ; roet e voe dezhan un dilez a enor bloaz war-lerc'h. Nebeut amzer goude e finve e-kostez Clarksville , Tennessee .

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]