Jili Raez

Eus Wikipedia
Gilles de Rais, vampire de Bretagne , skeudenn gant Louis Charles Bombled evit Histoire de France Jules Michelet

Jili Montmorency-Laval , anavezet evel Jili Raez ha lesanvet "Suner-gwad Breizh" a oa bet ganet e miz Gwengolo pe Here war-dro ar bloaz 1405 e kastell Machikoul pe hini Champtoce-sur-Loire . Marichal Bro-C'hall e voe, hag ambroug a reas Janed Ark e-kerzh hec'h emgannou.

Perzh a gemeras er Brezel Kant Vloaz kent kas ur gwall vuhez ken na voe tamallet dezhan oberou a sorserezh , sodomiezh , ha muntran tregont krouadur. D'ar 25 a viz Here 1440 e voe barnet d'ar marv : kerkent hag antronoz e voe krouget ha peuzdevet e Naoned . Douaret e voe e gorf en iliz kouent ar C'harmezed da-c'houde.

Sevenadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Savet ez eus bet ur c'hoarigan , Gilles de Retz e anv, gant an sonaozer breizhat Paul Ladmirault ( 1877 - 1944 ) hag a voe leurennet e ker Naoned d'an 18 a viz Mae 1893 .

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Georges Bataille , Proces de Gilles de Rais. Documents precedes d'une introduction de Georges Bataille , Club francais du livre, 1959. Adembannet gant JJ Pauvert, 338 p., 1965 ha 1977 ( ISBN 978-2-7202-0177-6 )