Jesse Owens

Eus Wikipedia
Jesse Owens (1936)

James Cleveland "Jesse" Owens a zo ganet d'an 12 a viz Gwengolo 1913 en Oakville ha marvet e Tucson d'an 31 a viz Meurzh 1980 . Ur gourener amerikan eo hag a zo bet kontet e-giz ar sportour du kentan gant ur brud etrevroadel, hag e-giz unan eus ar rederien wellan war ar 100 metr etre an 2 vrezel bed. 4 medalenn aour en deus gounezet e-kerzh C'hoariou Olimpek Berlin e 1936, ha deuet eo a-benn ouzhpenn-se da wellaat meur a wech rekord ar bed ar 100 metr, an 200 metr hag al lamm pell.

Bugaleaj [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ganet e voe James Cleveland Owens e 1913 en Oakville (Alabama). Mab-bihan sklaved, ar seizhvet eo en ur familh a 11 bugel. Henry, e dad, a zo peizant, hag e vamm, Emma, a walc'h dilhad familhou all. Klask a reont dreistbevan, memes ma 'z eo diaes-tre. J.C. (James Cleaveland) a vez klanv alies, gwan eo e yec'hed, ha tizhet eo tost pep goanv gant un danijenn skevent. Hogen, ar vedisined a zo re ger evit ar familh paour-se. E dad a zo bet e haroz kentan, o c'hounit ar redadegou e-lec'h ma kemere perzh gant peizanted all d'ar sul goude an oferenn. E vreudeur, e c'hoarezed hag en a za d'ar skol (war-hed 14km eus o zi) gant ar c'harr-boutin pe war droad, pa ne sikouront ket o zud er parkeier. E 1920, ar familh Owens a guita Su ar Stadou-Unanet dre ma vank labour er parkeier kotons, c'hoant o deus ar gerent da brofan ur chans da wellaat dazont o bugale. En em stalian a reont neuze e Cleveland, levezonet gant lizher ur c'hoar da Jessie, Lillie, hag a zo dimezet hag o chom eno. Skoliataet er Junior High School eus e garter, James Cleveland a zo lesanvet "Jesse" gant he skolaerez ha ne gompren ket e bouez-mouezh pa lavar an 2 lizherenn gentan eus e anv (J.C.).

Penn-kentan e vuhez sportour [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gourdonet gant Charles Riley, Owens a zesk buan. Goude ar Junior High School Bolton e za d'ar Fairmount Junior High School e 1927, e-lec'h m'eo e c'hourdoner kelenner embregerezh-korf eus skipailh atleterezh ar skol. Gourdonnin a ra abred diouzh ar mintin, a-raok ar c'henteliou, dre ma ne c'hell ket heulian ar c'henteliou an abardevezh dre m'eman o labourat. Ouzhpenn redek war hedou bihan e ra al lamm uhel, al lamm pell, hag ivez ar mell-doad hag ar basket. Chom a raio a-sav da heul gant al lamm uhel, ar mell-droad hag ar basket, rak kalz krenvoc'h eo evit ar sprint.

E 1928 e krog da welaat bevennou al lamm pell hag al lamm uhel. Ar memes bloavezh, Jesse a gej gant Charlie Paddock , kampion Olimpek, e-pad ur meeting en e skol. Ar c'hoant kemer perzh er c'hoariou olimpek a zeuio war-wel da heul ar gejadenn-se.

E 1933, er c'hampionnad etre ar skoliou e c'hounez 3 kwech : er 100 yards (91.44 metrad) e 9.4 eilennn, en 200 yards (201.17 m)hag el lamm pell (7.56 m). Meur a skol-veur amerikan a ginnig dezhan ur plas abalamour d'e zisoc'hou mat. Dibab a ra neuze an Ohio State University Columbus. Kregin a ra da c'hourdonin a ra gant Larry Synder. Lammat a ra Jessie 7,81 m el lamm pell e 1934. D'an 28 a viz ebrel 1935, lammat a ra 7,97 m, da 1 sm eus rekord ar bed.

Ar 25 a viz Mae 1935 [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dindan 1 eurvezh, d'ar 25 a viz Mae 1935 e kampionnad ar Big Ten Conference e Ann Arbor, er Michigan , Jesse Owens a welaa pe a ingalaa 6 rekord ar bed. Padal, tost eo bet da c'hwitan an devezh-man. Kouezhet e oa er skalierou, un nebeud devezhiou a-raok, goude bezan riboulet gant e vignoned, ha da heul e teuas war-wel poan gein. Kement a boan en deus e rank bezan sikouret evit lakaat e zilhad. Hogen, d'ar 25, ne verzer ket e boan gein da vare ar 100 yards : ingalan a ra rekord ar bed ar 100 yards e 9 s 4. Da heul e za d'ar genstrivadeg lamm pell. N'eus amzer lammat 1 wech nemetken dre ma n'eus redadegou all da ober. Divizout a ra neuze lakaat hollad e energiezh el lamm-se. Ur pennadig a-raok, lakaat a ra un tamm paper dindan ur maen da live rekord ar bed ar Japanad Chuhei Nambu (7,98 m e 1931). Lammat a ra 8,13 m, ha gwelaat a ra dre-se eus 15 sm rekord ar bed ar Japanad, ha dont a ra da vezan an hini gentan o lammat a-us da 8 metrad. Da heul an taol-gaer-se e red an 220 yards e 20 s 3, ar pezh a zo rekord ar bed an 220 yards hag an 200 metrad. Redek a ra an 220 yards gant girzhier e 22 s 6, rekord ar bed an 220 yards hag an 200 m girzhier. Ur wech echu gantan an devezh, Owens a za betek ar gwiskva, gant ar boan gein hag a zo deuet en-dro.

C'hoariou Olimpek 1936 [ kemman | kemman ar vammenn ]

E miz Even 1936, Owens a welaa rekord ar bed ar 100 m e 10 s 2. Ur miz hanter war-lerc'h, e-pad c'hoariou Olimpek 1936 , e stad Olimpek Berlin , Owens a c'hounezh 4 medalenn aour, dindan daoulagad Adolf Hitler , hag a zo ur pezh mell drouglamm d'an ideologiezh Nazi.

Ar 100 metrad [ kemman | kemman ar vammenn ]

Jesse a c'hounezh ar redadeg gentan e rummadou e 10 s 3, tro 7 metrad dirak ar Japanad Sasaki. Un nebeud eurvezhiou war-lerc'h, e-pad ar c'hard gourfenn, ar reder amerikan a red e 10 s 2 (kevatal d'e rekord ar bed bet graet e miz even 1936, met ne vo ket dalc'het d'an amzer dre ma 'z eo re grenv an avel. An 3 a viz Eost 1936, gounit a ra e vedalenn aour Olimpek gentan, e 10 s 3 dirak e vignon Ralph Metcalfe .

Al lamm pell [ kemman | kemman ar vammenn ]

E vuhez goude c'hoariou Olimpek Berlin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Distro d'ar Stadou-Unanet, Owens a zo degemeret e-giz un haroz. Ar prezidant Amerikan, Franklin D. Roosevelt , paket gant un dilennadeg ha soursius eus reaktadur stadou ar Su a nac'has degemer Jesse Owens en ti-gwenn.