한국   대만   중국   일본 
Jeremy Corbyn - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Jeremy Corbyn

Eus Wikipedia
Jeremy Corbyn e 2020.
Corbyn e-kerzh an Trident March enep an nukleel e 2016 e Trafalgar Square .

Jeremy Bernard Corbyn , ganet d'ar 26 a viz Mae 1949 , zo ur politikour saoz a zo bet e penn al Labour Party hag an tu-enep e parlamant Breizh-Veur etre an 12 a viz Gwengolo 2015 hag ar 4 a viz Ebrel 2020. Bez' ez eo ezel eus ar parlamant evit pastell-vro Islington North abaoe 1983 .

Yaouankiz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Corbyn a voe ganet e Chippenham ha desavet nepell e Kington St Michael e Wiltshire . Bez' ez eo ar mab yaouankan e-touez pevar bugel Naomi Loveday (ganet Josling 1915 ? 1987 ), ur gelennerez war ar matematik , ha David Benjamin Corbyn ( 1915 ? 1986 ), un ijinour war an tredan hag arbennigour war addresan ar reizhiadou tredan. E vreur Piers Corbyn zo un displeger liv an amzer. E dud a oa stourmerien evit ar peoc'h o devoa kejet an eil ouzh egile er bloavezhiou 1930 e-kerzh un emvod da rein harp d'ar Republik spagnol e Conway Hall e-kerzh Brezel Spagn .

Pa oa 7 vloaz, e tilojas familh Jeremy Corbyn da bPave Lane e Shropshire . Eno e voe prenet gant an tad ar Yew Tree Manor (kemmet e anv en Yew Tree Guesthouse), o trein ar savadur en un ti familh.