한국   대만   중국   일본 
Jean Epstein - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Jean Epstein

Eus Wikipedia
Jean Epstein
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Frans   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Jean Epstein   Kemmañ
Anv-bihan Jean   Kemmañ
Anv-familh Epstein   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 25 Meu 1897   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Varsovia   Kemmañ
Deiziad ar marv 2 Ebr 1953   Kemmañ
Lec'h ar marv Pariz   Kemmañ
Abeg ar marv cerebrovascular disease   Kemmañ
Lec'h douaridigezh Q110338326   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet galleg   Kemmañ
Yezh implijet dre skrid galleg   Kemmañ
Micher film director , senarioour(ez) , skrivagner , skridvarnour , film critic   Kemmañ
Derou ar prantad labour 1922   Kemmañ
Dibenn ar prantad labour 1953   Kemmañ
Diellaouet gant Cinematheque Francaise   Kemmañ
Tachenn French Impressionist Cinema   Kemmañ
Rummad tost Category:Films directed by Jean Epstein   Kemmañ
Statud e wiriou aozer Ar gwiriou aozer ne dalvezont ket ken   Kemmañ

Patrom:Infobox aktour

Jean Epstein ( Varsovia , 25 Meurzh 1897 - Pariz 3 Ebrel 1953 ) a oa ur filmaozer, ur saver esaeou hag ur romantour gall. Un teorisian war ar sinema e oa ivez.

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Goude bezan bet skoliataet en eil derez e Bro-Suis hag aet war studi ar vezegiezh e Lyon e oa bet o labourat evel skoazeller arnodva e ti Lumiere . Mont a reas pitilh war al lennegezh hag ar sinema. Embann a reas e oberenn gentan e 1922 gant sikour Blaise Cendrars , ha sevenin a reas e film kentan e 1922 gant sikour Jean Benoit-Levy. Luis Bunuel ar filmaozer spagnol brudet a labouras gantan evel skoazeller-sevener evit Mauprat (1926) ha La Chute de la maison Usher (1928). Kavet e vez filmvarnouriezh Epstein e kazetenn modernourez L'Esprit Nouveau .

E filmou er bloavezhiou 1920 a zo levezonet gant an eztaolouriezh alaman. War-lerc'h e tizoloas Breizh hag aozan a reas filmou eno : Finis Terrae , Mor vran , L'Or des mers , Le Tempestaire . Anavezet eo Chanson d'Armor evel ar film kentan e brezhoneg en istor ar sinema. Istitlet eo e galleg.


Awenet e oa gant Breizh en e zaou romant : L'Or des mers (c'hoarvezh a ra an darvoudou en Enez Eusa ) ha Les Recteurs et la sirene (en Enizenac'h e c'hoarvezh an darvoudou).


E filmou La Glace a trois faces (1927) ha Le Tempestaire (1947) a oa adnevezet ha lakaet e gwerzh e stumm un DVD en dastumad Avant-Garde: Experimental Cinema of the 1920s and 1930s .

Filmou [ kemman | kemman ar vammenn ]

La Chute de la maison Usher (1928)

Levriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Bonjour, cinema , La Sirene, 1921
  • La Poesie aujourd'hui , La Sirene, 1921
  • La Lyrosophie , La Sirene, 1922
  • Le Cinematographe vu de l'Etna , Les Ecrivains reunis, 1926
  • L'Or des mers , Valois, 1932
  • Les Recteurs et la sirene , Montaigne, 1934
  • La Photogenie de l'imponderable , Corymbe, 1935
  • L'Intelligence d'une machine , Melot, 1946
  • Le Cinema du diable , Melot, 1947

Embannet n'eus ket pell :

  • Ecrits sur le cinema , 2 vol., Seghers, 1974-1975
  • L'Or des mers , La Digitale, 1995
  • Les Recteurs et la sirene , La Digitale, 1998

Diwar e benn :

  • Vincent Guiguegno, Jean Epstein, cineaste des iles , Place, 2003

Liammou diavez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]