Jean-Philippe Rameau

Eus Wikipedia
Jean-Philippe Rameau
Joseph Aved , c. 1728

Jean-Philippe Rameau ( Dijon , 25  a viz  Gwengolo   1683 ? Pariz , 12  a viz  Gwengolo   1764 ) a oa ur sonaozour gall.

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mab e oa d'un ograouer ha skoliet e voe e skol ar Jezuited. Met goude 4 bloavezh studi, en em gouestlan a ra d'ar sonerezh hepken. Donezonou en deus evit 'pezh a sell ouzh ar sonerezh abaoe pell dija. Goude ur veajig e Italia , gwarezin a ra ograou Notre-Dame e Avignon , ha reou iliz-veur Clermont-Ferrand da c'houde. Kantreal a reas etre Pariz , Lyon , Dijon , ha Clermont-Ferrand adarre. e 1723 , en em stalian a reas e Pariz lec'h m'eo bet embannet dija e levr kentan e 1706 , Pieces de clavecin , hag e Traite de l'harmonie e 1722 . Brudet evel ograouer, krav-kerdiner ha kelennour, ha goude embannadur un eil levr Pieces de clavecin e 1724 , e teu da vezan Jean-Philippe Rameau kelenner sonerezh ar verer-veur Alexandre Le Riche de La Poupliniere . Pinvidik ha trivliad, La poupliniere a ro e laz-sennin hag e c'hoariva dezhan, aesoc'h e vo da Jean-philippe Rameau mont en Opera breman. Adalek ar mare-se ha betek e varv e skrivo oberennou drama. Deuet eo da vezan sonaozour sonerezh "Kambr ar roue" e 1745 ivez.

Da 50 vloaz e grog da labourat war pezhiou-c'hoari. Betekhen e oa brudet evit e zegasadennou e-kenver ar sonerezh met ivez evit e anaoudegezhiou kelennour. Skriv a raio Traite de l'harmonie reduite a ses principes naturels e 1722 , Nouveau systeme de musique theorique e 1726 , Generation harmonique ou Traite de musique theorique e 1737 , Demonstration du principe de l'harmonie e 1750 ha Les nouvelles reflexions sur la demonstration du principe de l'harmonie servant de base a tout l'art musical e 1752 , D'Alembert a zivero hennez e-barzh Elements de musique theorique et pratique suivant les principes de M. Rameau . An oberenn-se a ziskouez en un doare skiantel reolennou ar c'henson a-vreman. Adalek 1733 e skrivo kalzig a oberennou lourennek: trajediennou, patoralou harozel, komediennou, operaou-koroll ha korollou. Mervel a reas e Pariz e 1764 p'en doa 81 bloaz.