한국   대만   중국   일본 
Jan van Eyck - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Jan van Eyck

Eus Wikipedia
Den e dulban ruz, 1433. Marteze un emboltred
Delwenn Jan van Eyck e Brugge
Gwerc'hez ar c'hanseller Rolin
Ar priedou Arnolfini
Itron Varia ar chaloni van der Paele

Jan van Eyck (e-tro 1390 e Maaseik ? 9 a viz Gouere 1441 e Brugge ) a oa ul livour flamank brudet a-drugarez d'e boltredou henvel-tre ouzh ar wirionez ha leun a vunudou. Poltred ar priedou Arnolfini ha stern-aoter Oan Doue a zo e-touez e oberennou brudetan.

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ne ouezer klet e pe vloavezh e voe ganet. Marteze a-walc'h e teskas e stal-labour ur miniadurour bennak. Al livadur koshan savet gantan a vefe bet savet etre 1417 ha 1422 . Lodenn gleiz un divdaolenn ma weler ar c'hroazstagadur hag a c'haller gwelout er Metropolitan Museum of Art e New York eo.

Er bloavezhiou 1422 - 1424 e labouras e lez Yann Bavaria, kont Holland , e den Haag . Pa varvas ar c'hont e miz Genver 1425 ez eas van Eyck da adkavout e vreur Hubert van Eyck e Flandrez . Livour e oa e vreur ivez. Eno e teuas van Eyck da vezan livour ha mevel kambr an dug Fulup III Bourgogn .

Er goanv 1428 e voe kaset da Bortugal gant Fulub III, da renta-kont eus ≪gwirvoud korf ha temz-spered≫ ar brinsez Izabel , ha hi merc'h ar roue Jean Ian . Goulennet e voe gant van Eyck livan poltred ar brinsez. Daoust m'eo bet kollet an daolenn e ouezer (un dresadenn a chom) e savas un daolenn henvel ouzh Mona Lisa. En em stalian a reas e Brugge ma prenas un ti e 1432 . Dimezin a reas hag ur mab a voe ganet e 1434 .

Diaes eo gouzout hag-en eo Jan pe Hubert a savas an oberennou sinet ≪ Van Eyck ≫ a-raok 1426 (ar bloavezh ma varvas Hubert). Stern-aoter Oan Doue (1432, en iliz-veur Sant-Bavone e Gand) a voe kroget gant Hubert ha peurechuet gant Jan e miz Mae 1432 , met ne ouezer ket piv a savas petra ez-resis. Ouzhpenn an oberenn-se e savas poltredou ha livaduriou ma weler an Itron Varia. Van Eyck a vez gwelet evel an hini a ziazezas al livan poltredou en Europa. Holl an dud livet gantan a zo diskouezet en doare hanterskeudenn, ha diskouezet ¾ an dremmou war-du an tu-kleiz. Peurliesan e vez buket sellou e dudennou ouzh an arvesterien, ar pezh a oa nevez-flamm pa voent livet. En daolenn Poltred ar priedou Arnolfini ( 1434 ) e weler ar c'houblad en e di e Brugge da vare e eured. Giovanni Arnolfini a oa ur marc'hadour pinvidik. E-kreiz an daolenn ez eus ur melezour ma weler daou dest an eured, van Eyck a vefe unan anezho.

A-bouez bras e voe ivez perzh van Eyck a-fet diorren teknikou al livan en Europa. Gwellaat a reas teknik al liverezh dre eoul ha kalz e pleustras war livan gwirvoud ar munudou hag an danveziou.

Ur pennad diwar-benn Jan van Eyck a zo e-barzh Vite de' piu eccellenti pittori, scultori e architettori (Buhez al livourien, kizellerien ha savourien wellan) gant Dominicus Lampsonius .

Oberennou pennan [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

  • Ar Varnadenn ziwezhan (1420-1425), New York, Metropolitan Museum of Art.
  • Ar C'hroazstagadur (1425-1430), New York, Metropolitan Museum of Art.
  • Gwerc'hez en un iliz (e-tro 1425), Berlin, Gemaldegalerie
  • Poltred un orfebour (e-tro 1430), Bukarest, Mirdi broadel
  • Gwerc'hez ar c'hanseller Rolin (1435-1436), Pariz, Mirdi al Louvre
  • Poltred Baudoin Lannoy (goude 1430), Berlin, Gemaldegalerie
  • Poltred ar c'hardinal Niccolo Albergati (1431-1432), Vienna, Kunsthistorisches Museum
  • Oan Doue (e-tro 1432), Gand, iliz-veur Sant Bavon
  • Thymotheos (1432), Londrez, National Gallery
  • Den e dulban ruz (1433), Londrez, National Gallery
  • Gwerc'hez he bugel o lenn' (1433), Melbourne, National Gallery of Victoria
  • Ar priedou Arnolfini (1434), Londrez, National Gallery
  • Itron Varia ar chaloni van der Paele (1434 ou 1436), Brugge, Mirdi ker Groeninge
  • Gouel Maria Veurzh (1435), Washington, National Gallery of Art
  • Poltred Giovanni Arnolfini (e-tro 1435, Berlin, Gemaldegalerie
  • Poltred Jan Leeuw (1436), Vienna, Kunsthistorisches Museum
  • Gwerc'hez ar chaloni (1436), Mirdi Groeninge, Brugge
  • Santez Barba (1437), Antwerpen, Mirdi ar roue
  • Gwerc'hez e-kichen ur feunteun' (1439), Antwerpen, Mirdi ar roue
  • Poltred Marguerite van Eyck (1439), Brugge, Mirdi-ker Groeninge
  • Poltred C'hrist (1440), Brugge, Mirdi ker Groeninge
  • Itron Varia Nicolas van der Maelbecke (diechu, 1440-1441), Breizh-Veur, dastumadeg prevez

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • A. Chatelet, Van Eyck , Milan, 1979
  • A. Chatelet, Jean van Eyck enlumineur , Presses universitaires de Strasbourg, 1993
  • E. Dhanens, Hubert et Jan van Eyck , Albin Michel, 1980
  • G. Faggin, Tout l’œuvre peint des freres Van Eyck , Flammarion, 1988
  • M. J. Friedlander, De Van Eyck a Breughel , 1985
  • C. Harbison, Jan Van Eyck , Reaktion Books, 1991
  • L. Seidel, Jan Van Eyck’s Arnolfini Portrait , Cambridge Univ. Press, 1993

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]