한국   대만   중국   일본 
Jamestown (Virginia) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Jamestown (Virginia)

Eus Wikipedia
Jamestown, war aod reter ar Stadou Unanet
Un delwenn en enor da John Smith , kabiten trevadennerien gentan Jamestown

Jamestown zo ur ger eus Virginia , e Stadou Unanet Amerika . Bez’ eo al lec’h kentan annezet da vat gant trevadennerien eus Europa e Norzhamerika . En aber ur ster anvet James River eman.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Krouet e voe ar ger d’ar 14 a viz Mae 1607 , gant trevadennerien dilestret eus ur vag kaset gant ar Virginia Company , hag anvet e voe ≪ James Fort ≫, en enor d’ar roue James I an , roue Bro-Saoz ha Bro-Skos. En derou e oa un darempred mat a-walc’h etre an drevadennerien hag an Indianed a oa o vevan er vro. Buan e trenkas an traou avat ha dindan un nebeud bloavezhiou e voe lazhet an Amerindianed -se.

E Jamestown e tilestras an Afrikaned kentan a voe degaset da Amerika evel sklaved , e 1619 . E Jamestown ivez e voe savet an iliz anglikan kentan eus ar Stadou Unanet. Tro-dro da Jamestown ivez e teraouas gounidigezh ar butun er Stadou Unanet (e 1614). Hag e Jamestown e voe savet ar c’hentan kuzul dilennet, e 1619, evit ren Trevadenn Virginia hag evit kinnig " lezennou reizh " d’an dud a oa o chom eno. Ker-benn Virginia e voe Jamestown betek 1699, pa voe kaset sez ar gouarnamant da Middle Plantation (anavezet breman evel Williamsburg ), rak Jamestown a oa bet distrujet gant an tan , meur a wech, e 1608, e 1676 hag e 1698. Ouzhpenn-se ne oa ket gwall yac’h, pa oa e-kreiz geuniou , hag uhel a-walc’h e oa ar feurm mervel enni.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]