James Ramsay MacDonald
(12 Here 1866 ? 9 Du 1937) a oa ur politikour eus
Breizh-Veur
hag a voe Kentan Ministr ar
Rouantelezh Unanet
, e penn ur gouarnamant eus kostezenn al
Labour
e 1924 hag adarre e 1929-1931. Eus 1931 da 1935 e voe e penn ur gouarnamant a unvaniezh vroadel, ennan
Mirourien
hag un nebeud tud eus al Labour. Abalamour d'an dra-se e voe skarzhet Ramsay MacDonald eus kostezenn al Labour, daoust ma oa bet unan eus ar saverien anezhi.
Ramsay MacDonald, asambles gant
Keir Hardie
hag
Arthur Henderson
, a voe unan eus saverien al
Labour Party
. E penn ar gostezenn-se e voe a-raok 1914, hag adarre adalek 1922, goude un troc'h abalamour ma oa enebet ouzh ar
Brezel-bed Kentan
. Eus ur familh baour eus
Bro-Skos
e oa, mab d'un devezhour ha d'ur vatezh. En e voe ar C'hentan Ministr kentan eus Strollad al Labour.