한국   대만   중국   일본 
Jakez, mab Zebedea (abostol) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Jakez, mab Zebedea (abostol)

Eus Wikipedia
Sant Jakez an Henan , hervez Albrecht Durer e 1516
Sant Jakez an Henan, hervez Rembrandt e 1661

Jakez an Henan pe ar C'hoshan ( hebraeg : ???? ?????????? Ya'akov Ben-Zebdi ; aramaeg : Ya'akov Bar-Zebdi ; gresianeg : ??κωβο?; spagnoleg : Santiago el Mayor , Santiago Matamoros ), zo unan eus an daouzek abostol o deus heuliet Jezuz Krist , ha ≪  Jakez , mab Zebedea  ≫ , a vez graet anezhan en Testamant Nevez . Mab eo da Zebedea eta ha da Mari Salome .

Breur henan an abostol Yann eo, ha Jakez an Henan, pe ar C'hoshan a vez lavaret anezhan abalamour da se, hag evit lakaat kemm etre en hag an abostol all ≪  Jakez mab Alfe  ≫. Eus Jakez hag e vreur Yann e vez graet ar Boanerges anezhe o-daou er Bibl , da lavaret eo ≪ Mibien ar gurun ≫ ( Mazhev IV:21-22).

E-touez ar re gentan eus an Ebestel e oa, hag unan eus ar re dostan da Jezuz. Gant Per ha Yann e oa er mareou a-bouez, da vare an treuzneuzian war Menez an Olivez ha da goulz e varv.


Lakaet eo bet da sant gant an Iliz katolik .

Jakez ha Santiago [ kemman | kemman ar vammenn ]

Santiago a-enep an Islam [ kemman | kemman ar vammenn ]

Delwennig da Santiago Matamoros en Carrion de los Condes .

Gant ar roue Alfonso hag e warlerc'hidi e voe troet an abostol da arouez er brezel a-enep an islam , evel-se eo ganet mojenn ar Santiago Matamoros , Sant Jakez lazher Mored, a veze brudet a-hed Hent Sant Jakez .

Er bloaz 859 e lavaras ar roue Ordono Ian Asturiez e oa bet trec'h war ar Vored en Emgann Clavijo abalamour m'en doa gwelet Santiago Matamoros .

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Voir aussi [ kemman | kemman ar vammenn ]

{{commons|Category:Saint James the Great|Saint Jacques le Majeur}