한국   대만   중국   일본 
Jakez, eskob Jeruzalem - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Jakez, eskob Jeruzalem

Eus Wikipedia

Jakez , lesanvet "ar Yaouankan" a oa kar da Jezuz (mab da Gleofas ha da Vari (unan eus ar "merc'hed santel") [1] . Ne oa ket unan eus an Daouzek Abostol, ne voe ket diskibl da Jezuz e-kerzh e vuhez zoken. Dont a reas goude da vezan penn ar "Yuzevien-kristen" ha kemer a reas ur perzh pouezus en tabut evit gouzout hag-en e oa ret amdroc'han ar baganed a zeue da vezan kristen (Ober. 15 , 13-21).

Gellout a ra "bezan anvet abostol en ur ster ledan evel Barnaba ha reou all" [2] .

Gwelet e voe gant an hengoun katolik evel aozer Lizher Sant Jakez , an hini kentan eus al Lizherou katolik. Bibliourien zo a laka an deorienn-se en arvar breman (gwelout La Bible de Jerusalem , Cerf, embannadur 1998, p. 2080).

Labezet e vefe bet e 62 GJK war urzh ar beleg meur Ananoz hervez an istorour Flavius Josephus .

Lakaet eo bet war roll ar sent gant an iliz katolik

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, p 124
  2. Digoradur d'al Lizherou katolik, Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p 532