Jainegezh

Eus Wikipedia
Arouez ar jainegezh.

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Ar jainegezh zo ur relijion savet en Indez er VI vet kantved kent JK gant Jina ? pe gant Mahavira hervez an hengoun ? da bal dezhi kas an dud d'an nirvana .

Savet eo bet gant ur c'hempredad da Vouda , ha klask a ra lakaat mab-den da vont er-maez eus kelc'h an adenkorfaduriou .

Diazezet eo war an doujans hag an difeulster e-kenver kement boud bev a zo, ha lavaret a ra ez eo an askez an doare gwellan da dizhout ar pal.

War-dro 6 milion a dud a heuilh an deskadurezh-se ; en India eman ar pep brasan anezho.