한국   대만   중국   일본 
Jørgen Moe - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Jørgen Moe

Eus Wikipedia
Jørgen Moe
Golo al levr Norske folke og huldre-eventyr , embannadur 1878

Jørgen Engebretsen Moe ( 22 a viz Ebrel 1813 - 27 a viz Meurzh 1882 ) a oa ur barzh hag un dastumer kontadennou eus Norvegia . Un den a bouez e voe en adsav lennegel ha broadel Norvegia en XIX vet kantved . Eskob Christiansand e voe eus 1875 betek 1881 .

Ganet e voe Moe war ar maez e Hole, Ringerike . Pa oa bugel e lenne kalz ha plijout a rae dezhan selaou an istoriou kontet da noz en-dro d'an oaled, e ti e familh hag e ti an amezeien.

Asambles gant Peter Christen Asbjørnsen , ur c'hamarad skol dezhan, e tastumas hag e embannas kontadennou pobl ( eventyr ) e norvegeg , anvet Norske folke og huldre-eventyr ( 1841 - 1844 ).

Embann a reas ivez un dastumad barzhonegou romantel savet gantan e 1850 , koulz hag un teskad istoriou evit ar vugale, I brønden og i kjœrnet ( 1851 ).

E vab, Moltke Moe , a voe arbennigour war ar c'hontadennou pobl ivez, ha kelenner lennegezh pobl e Skol-veur Christiania .

Bras e voe levezon labour Jørgen Moe ha Peter Christen Asbjørnsen war sevenadur Norvegia. Evit Norvegiz eo ken pouezus anviou Asbjørnsen ha Moe ha ma c'hall bezan anviou ar baotred Grimm evit an Alamaned. Ouzhpenn dastum ha gwarezin lennegezh pobl Norvegia hag embann an danvez-se evit an holl, o deus graet kalz evit adsav an norvegeg.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .