Jorg Haider

Eus Wikipedia
Jorg Haider e 2008.

Jorg Haider (ganet d'ar 26 a viz Genver 1950 e Bad Goisern , Aostria-Uhel , marvet d'ar 11 a viz Here 2008 e Lambichl, Karintia ) a oa ur politikour aostrian deus an tu dehou pellan. Nazied a oa e dud, ha levezonet-don eo bet Haider gant o mennozhiou politikel broadelour alamaneger ( "deutschnational" ). Eus 1986 betek 2000 e oa e penn an FPO ( Freiheitliche Partei Osterreichs , "Strollad ar Frankiz Aostrian"). E 2005 e krouas ur strollad nevez anvet BZO ( Bundnis Zukunft Osterreich , "Emglev evit dazont Aostria") hag e tilezas an FPO. E miz Mae 2006 e lezas e blas e penn ar BZO da b Peter Westenthaler , met adkemer a reas anezhan e 2008 .

Ideologiezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

War a seblant ne oa ket a ideologiezh eeun da Haider. Meskan a rae elemantou broadelour, sokialour, frankizour, pro-arabek, pro-italian, enep-slovenek hag enep-amerikan, met chenchet en doa e savboenchou politikel gwech ha gwech all. Sklaer eo avat e oa bet levezonet gant ideologiezh e dud hag a oa nazied penn-kil-ha-troad.

Red-buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

1964 - 1968 E-pad e amzer el lise e ya Haider e-barzh ur strollad liseidi eus an tu dehou pellan (an "Albia")
1971 - 2005 Ezel eus kuzul-ren an FPO
1976 Dilec'hian a ra eus e vro c'henidik (Aostria-Uhel) da g Karintia
1976 - 1983 Sekretour an FPO e Karintia
1979 - 1983 Kannad yaouankan er breujou
1982 - 13 a viz Mae 1983 Skridaozer ar gelaouenn ?Karntner Nachrichten“ ("Keleier karintian")
1986 Tagan a ra Haider ar c'hlasou divyezhek publik e Karintia ha mont a ra an trec'h gantan; rannet eo ar c'hlasou e slovenegerien hag alamanegerien a oa bet skoliet asambles er penn kentan
1986 - 1989 Kannad e Breujou Aostria ( Nationalrat )
1983 - 1998 Lakaet e penn an FPO e Karintia
1992 - 1999 Kannad er breujou adarre
1986 - 2000 Lakaet e penn an FPO en Aostria a-bezh
30 a viz Mae 1989 - 21 a viz Even 1991 Pennrener Karintia; kollet e garg abalamour m'en doa difennet politikerezh an nazied war dachenn ar c'hrouin-labour
1991 - 1999 Eil-bennrener Karintia
18 a viz Ebrel 1999 Pennrener Karintia adarre
2000 Kengevredad an FPO gant mirourien an OVP . Haider a ya da gKarintia da vat; lakaet e vez Susanne Riess-Passer e penn an FPO war e lerc'h
2001 Urzhian a ra lez-varn pennan Aostria e vo savet panellou divyezhek ( alamanek - slovenek ) e tost da 200 kumun garintian. Nac'han a ra Haider hen ober abalamour ma'z "eo a-enep da se al lodenn vrasan eus alamanegierien Karintia" ha "n'o deus ar pennou bras e Vienna gwir ebet d'hon lakaat d'ober traou na blijont ket da boblans Karintia" (arroudennou [1] ).
Meurzh 2004 Pennrener Karintia evit an 3de gwech
2005 Savet ur strollad politikel nevez (BZO) gantan e kuita an FPO.
2006 Klask a ra Haider gounit dilennerien eus an tu dehou pellan evit e strollad nevez en ur zismantran panellou divyezhek bet savet dija e Bleiburg/Pliberk.
2008 10,7% a ya gant ar BZO en dilennadegou. Un nebeud deiziou goude e varv Jorg Haider en ur gwallzarvoud.

Haider ha slovened Karintia [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kerkent ha lakaet e penn e strollad e Karintia e 1983 e krogas Haider da dagan ar vinorelezh slovenek er vro-se en ur c'houlenn e vefe krouet klasou evit ar skolidi sloveneger o-unan (lesanvet "klasou ghetto " gant stourmerien evit ar sloveneg). Dont a reas a-benn da zistrujan sistem hengounel ar skoliou divyezhek e 1986 , ha rannet e voe ar c'hlasou evel m'en doa bet goulennet. Pa voe lakaet da bennrener Karintia e 1989 , e kinnigas rannan an arc'hant skoazell roet da gevredadou sevenadurel ar slovened ha rein ul lodenn anezhan da gevredadou an asimilanted hag a felle dezho e vefe alamanekaet ar rannvroiou slovenek.

Oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Friede durch Sicherheit Freiheitliches Bildungswerk, Wien, 1992
  • Europa der Regionen Stocker, Graz: ISBN 3702006761 , 1993 (Umberto Bossi, Joze Pucnik, Jorg Haider)
  • Die Freiheit, die ich meine Ullstein Verlag GmbH, Frankfurt/Main - Berlin, 1993
  • The Freedom I Mean Swan Books, New York 12567, Juli 1995
  • Befreite Zukunft jenseits von links und rechts Ibera Verlag/European University Press GmbH, Wien, 1997
  • Zu Gast bei Saddam - Im Reich des Bosen Ibera Verlag/European University Press GmbH, Wien, 2003
  • Bewegung Ibera Verlag: ISBN 3850521745 , 2004


Mammennou (en alamaneg ) [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • de:Jorg Haider (Wikipedia alamanek)
  • Brigitte Bailer-Galanda, Wolfgang Neugebauer: Haider und die Freiheitlichen in Osterreich, Berlin 1997
  • Brigitte Bailer-Galanda, Wolfgang Neugebauer: Handbuch des osterreichischen Rechtsextremismus, Wien 1996
  • Michael Jungwirth: Von Haider bis Le Pen - Europas Rechtspopulisten. Styria, 2002

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .