Izotop

Eus Wikipedia

E fizik nukleel e vez graet izotopou eus div furm eus un elfenn gimiek a zo dezho ar memes niver atomek , perzhiou kimiek tost henvel, met ur mas atomek dishenvel.

En abeg d'ar c'hemm a zo etre kenaoziou nukleusou an atomou e sav kemmou fizikel etre izotopou ur memes elfenn : digemm e chom atav an niver a brotonou a glot gant e niver atomek Z; an niver a neutronou N eo a zo dishenvel eus an eil izotop d'egile.

Notadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notet e vez an izotopou gant o arouez kimiek, klokaet gant o niver mas A (kevatal da niver a nukleonou an atom) lakaet en nec'h hag a-gleiz d'an arouez.

Da skouer: izotop ar c'harbon , 14 e niver mas, a vez notet 14 C.

Peurvuian e klokaer ar skrivad-se gant an niver atomek , lakaet en traon hag a-gleiz d'an arouez, evit deskrivan un dazgwered kimiek a zo lodek un izotop enni.

Evel-se e vez notet ar c'harbon 14 .

Perzhiou an izotopou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Peurhenvel eo perzhiou kimiek izotopou ur memes elfenn peogwir eman ar memes niver ag elektronou ganto.

Dre ma n'eman ket ar memes niver a neutronou en nukleus eo dishenvel mas an atomou avat. A-drugarez d'ar c'hemm mas atomek e c'heller dispartian izotopou ur memes elfenn dre skalfadouriezh pe dre dronizherezh , ha difedin anezho evel-se. Ouzhpenn-se e c'hall an atom dont da vezan distabil en abeg da genfeur an neutronou en nukleus: setu perak ez eus izotopou a zo skinoberiek.

Stabilder an izotopou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bez' ez eus 92 elfenn gimiek dishenvel en natur, eus an hidrogen 1 H betek ar plutoniom 94 Pu. En o zouez, n'o deus an teknetiom 43 Tc hag ar prometiom 61 Pm nag izotop stabil, nag izotop skinoberiek dezhan un hanter-vuhez hirbad a-walc'h. Evit ar c'hantadou a izotopou naturel-se e seblant o niverou ketep a brotonou hag a neutronou doujan da reolennou 'zo :

  • war-bouez nebeut e vez kevatal an niver a brotonou d'an niver a neutronou evit an elfennou skanv ; adalek ar c'hrom 24 Cr e teu an niver a neutronou da vezan brasoc'h eget an niver a brotonou, mont a ra an nemorant en tu-hont da 50% evit an elfennou pounneran ;
  • lod elfennou stabil-tre a zo dezho un niver a brotonou pe a neutronou (pe o-daou) kevatal da unan eus niverou (graet e vez niverou-hud anezho) an heuliad:
2, 8, 20, 50, 82, 126;
  • nebeutoc'h ag izotopou stabil zo d'an efennou o deus un niver Z ampar eget d'an elfennou o deus un niver Z par.

Implij an izotopou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gant ar c'harbon ez eus ur c'houblad izotopou anavezet mat : ar pep brasan eus ar c'harbon a vez kavet dindan stumm e izotop 12 e vas atomek (ar ≪ c'harbon 12 ≫); a-hend-all e c'heller kavout kementadou bihan-bihan eus an izotop 14 e vas atomek (ar ≪  c'harbon 14  ≫) a zo peurhenvel a-fet kimiezh ouzh ar c'harbon 12 met skinoberiek eo avat, rak en abeg d'an neutronou ouzhpenn en nukleus e teu an atom da vezan distabil. Digevanan a ra en ur rein nitrogen hag en ur embann ur skinoberegeh β beta .

Argemman a ra kenfeur an izotop stabil e-kenver an izotop distabil tra ma tro an amzer. War an argemmadur-se eo diazezet an hentennou deiziadur skinoberiek dre goubladou izotopou (an hini vrudetan anezho eo hentenn an deiziadur dre ar c'harbon 14 ). Sur a-walc'h ez eo an implij pouezusan a c'heller ober eus an izotopou. Gant an dreserien izotopek ez eus un implij all anezho.

Gerdarzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dont a ra ar ger izotop eus ar gresianeg isos , "kevatal" ha topos , "lec'h", setu e talvez kement hag er memes lec'h , peogwir eman holl izotopou an elfennou er memes lec'h war an daolenn beriodek .

Daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]