한국   대만   중국   일본 
Ismail Haniyah - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Ismail Haniyah

Eus Wikipedia
Ismail Haniyah
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Stad Palestina   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den ??????? ??? ?????? ???? ????   Kemmañ
Anv-bihan Ismail   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 29 Gen 1963   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Al-Shati refugee camp   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet arabeg   Kemmañ
Micher politiker   Kemmañ
Karg Prime Minister of the Palestinian National Authority   Kemmañ
Bet war ar studi e Islamic University of Gaza   Kemmañ
Lec'h annez Doha   Kemmañ
Strollad politikel Hamas   Kemmañ
Relijion Islam , Islam sunnit   Kemmañ
Brezel Israeli?Palestinian conflict   Kemmañ
Ezel eus Hamas   Kemmañ
Darvoud-alc'hwez International Criminal Court arrest warrants applications for Israeli and Hamas leaders   Kemmañ


Politikerezh - Porched ar politikerezh

Aotrouniezh Vroadel Palestina


Ur pennad eus an heuliad:
Politikerezh ha gouarnamant
Aotrouniezh Vroadel Palestina

eo ar pennad-man

Prezidant : Mahmoud Abbas
Kentan Ministr : Ismail Haniyah
Kuzul Kannaded Palestina
ADP
Roll strolladou politikel
Dilennadegou :
Prezidant: 1996 2005
Kannaded: 1996 2006
Emgleviou Oslo
Intifada Al-Aqsa
Stad Palestina

embann

Ismail Haniyah (bet ganet e 1962 ) ( arabeg : ??????? ????) a zo unan eus pennou-meur ar Hamas . Ha daoust ma n'eman ket e-touez ar re grisan o folitikerezh e sonj ez eo ret distrujan Stad Israel . Goude bezan anvet kentan ministr e tisklerias Haniyah ne anavezfe ket Stad Israel ha ne lakafe ket ar Hamas da zilezel an armou. [1] [2]

Dibabet e oa bet d'an 21 a viz C'hwevrer 2006 evit dont da vezan Kentan ministr nevez Aotrouniezh Vroadel Palestina goude ma oa aet ar maout gant re Hamas dindan an anv Listenn ar c'hemm hag an adwel er vouezhiadeg bet dalc'het d'ar 25 a viz Genver 2006 . [3]

Dilennet e oa bet Haniyah da vezan penn al listenn ha neuze e oa sklaer e c'hellfe dont da vezan kentan-ministr goude ma oa bet roet e zilez gant Ahmed Qourei . Goude ma tapas an Hamas ar galloud e strizhenn Gaza eo torret eus e garg d'ar 14 a viz Mezheven 2007 gant ar Prezidant Mahmoud Abbas .

Ismail Haniyah

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ganet e oa bet Haniyah e kamp repuidi Al-Chati e Ghaza . Repuidi e oa e dud deuet eno goude m'o doa tec'het kuit diouzh o zi en Achkelon e Stad Israel e 1948 , da genver ar Brezel arabek-hag-israelek . E 1987 e oa bet tapet gantan e aotreegezh war al lennegezh arabek e Skol-Veur islamek Ghaza. E 1989 e oa bet bac'het e-pad tri bloaz gant Stad Israel abalamour da vezan kemeret perzh el luskad palestinat ha kaset e oa bet en harlu da Liban goude bezan bet leusket da vont er-maez e 1992. Ur bloaz war-lerc'h ec'h eas en-dro da c'h-Ghaza ma teuas da vezan Rener ar Skol-veur islamek.

E 1997 e oa bet divac'het Cheic'h Ahmed Yasin , penn speredel Hamas, ha dilennet e oa bet Haniyah neuze da ren war e aferiou. E miz Gwengolo 2003 e oa bet gloazet gant ur vombezenn bet kaset gant aerlu Israel da glask lazhan pennou ar Hamas. Mont war grenvaat ec'h eas e garg er Hamas e-doug Intifada Al-Aqsa dre m'en em gleve mat gant Yasin hag ivez abalamour ma oa bet lazhet kalz a bennou eus ar Hamas gant surentez Israel.