Islamouriezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Islamour )
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan

Islamouriezh eo an ideologiezh politikel a zo hec'h orin e krouidegezh strollad politikel ar Vreudeur vuzulman en Egipt e 1925 . War atiz Hasan Al-Banna e oa bet savet ar strollad evit stourm ouzh an unpenniezh egiptat, pa oa houman dindan levezon grenv Breizh-Veur .

Hervez tezennou al lodenn vrasan eus an islamourien n'eo ket an Islam ur relijion hepken, met un doare da urzhian ar gevredigezh dre lakaat ar Charia , d.l.e. al lezennou savet diwar ar C'horan , da lezennou ar stad.

Deuet eo ar Vreudeur vuzulman egiptat da vezan e penn un aozadur etrebroadel nann-ofisiel gant meur a strollad politikel e meur a vro. Strolladou "breur" a vez kavet e Jordania , Maroko , Tunizia (Ennadah), Turkia ( AKP ), Palestina ( Hamas ), Yemen hag Aljeria .