Inizi Gwerc'h

Eus Wikipedia

An Inizi Gwerc'h (pe Virgin Islands e saozneg) a zo inizi er Mor Karib , etre an Antilhez Bihanan hag an Antilhez Brasan .

Kartenn eus an Inizi Gwerc'h

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gwel war an inizi.

Ur c'hant enezenn bennak zo anezho, kerreg hag enezennouigou, 600 km² en holl. En hanternoz dezho eman ar Meurvor Atlantel hag er c'hreisteiz ar Mor Karib , adalek Puerto Rico betek foz Anegada .

Teir lodenn [ kemman | kemman ar vammenn ]

Teir lodenn zo anezho:

Dollar SUA eo ar moneiz en holl anezho.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dizoloet e voent gant Kristof Kolomb en 1493 hag anvet Santa Ursula y las Once Mil Virgenes (berraet en Las Virgenes ), abalamour ma c'hoarvezas kement-se da zeiz santez Ursula , da lavarout eo Santez Ursula hag an Unnek Mil Gwerc'hez (hag ar Gwerc'hezed dre verrdro). Splann eo eta : n'eo ket an inizi a zo gwerc'h, met ar plac'hed. Da neuze e tlefent bezan anvet Inizi ar Gwerc'hezed . Anat eo e teu ar fazi eus an droidigezh diwar an anv gallek.