Ingmar Bergman

Eus Wikipedia
Ingmar Bergman o sevenin ar film Smultronstallet e 1957 .

Ernst Ingmar Bergman , ganet en Uppsala d'ar 14 a viz Gouere 1918 ha marvet d'an 30 a viz Gouere 2007 en enez Faro , oa ul leurenner ha sevener war ar c'hoariva, ur filmbarner hag ur sevener filmou eus Bro-Sveden . Deuet eo da vezan unan eus brasan filmaozerien en istor ar sinema en ur sevel un oberenn stag ouzh ar brederouriezh hag an usvedoniezh ( Sjunde inseglet, Det /Ar seizvet siell), an imbroud-spered bredoniel ( Persona ) pe familhel ( Viskningar och rop /Youc'h ha chuchumuchu, Fanny och Alexander /Fanny hag Aleksandr) ha sellou war an emzalc'hiou er c'houbladou ( Scener ur ett aktenskap ). Bergman eo ar sevener-filmou nemetan tapet gantan ar priz "Palme des Palmes" e gouel Cannes e 1997 .