한국   대만   중국   일본 
Idi Amin Dada - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Idi Amin Dada

Eus Wikipedia
Idi Amin e 1973

Idi Amin Dada (war-dro 1925 e Koboko - 16 a viz Eost 2003 e Jeddah ) a oa Prezidant Ouganda etre 1971 ha 1979.

Ne ouzer ket kalz a dra diwar-benn yaouankiz Idi Amin Dada, n’eur ket sur eus e zeiziad ganedigezh zoken. E 1946 ez eas e-barzh ur rejimant eus arme Breizh-Veur, ar King's African Rifles , hag a oa diazezet e Kenya hag en Ouganda . Pa zeuas Ouganda da vezan ur stad dizalc’h e teuas da vezan major jeneral , ar grad ofisour izelan, en arme ar vro. E miz Genver 1971 e voe un taol-stad a-enep ar prezidant Milton Obote ha mont a reas Idi Amin Dada e penn an arme, gant ar grad komandant. Diwezhatoc’h e roas dezhan e-unan ar grad marichal pa oa e penn ar stad.

Dindan ren Idi Amin Dada e voe graet fae war gwiriou mab-den en Ouganda, gwasket e voe e enebourien bolitikel koulz hag an dud na oant ket eus e genel, pa ne oant ket lazhet. A-fet ekonomiezh e voe drastus e ren, merket gant an nepotegezh hag ar goubrenerezh. Jedet ez eus bet gant kevredigezhiou etrebroadel a soursi ouzh gwiriou mab-den e oa bet lazhet etre 100 000 [1] ha 500 000 a dud [2]

E penn Ouganda, Idi Amin Dada a voe da gentan a-du gant broiou ar gornaoueg ha skoazellet gant Israel hag er fin a-du gant diktatour Libia Muammar al-Gaddafi , gant hini Zair Mobutu Sese Seko , gant an Unvaniezh Soviedel , ha gant Alamagn ar Reter [3] , [4] E 1975 e teuas Amin Dada da vezan kadoriad an Aozadur evit Unvaniezh Afrika (OUA), savet evit harpan ar c’henlabour etre stadou Afrika. Er bloavezhiou 1977?1979 e oa Ouganda, renet gantan, unan eus izili ar Bodad war Gwiriou Mab-den er Broadou Unanet. Ha war un dro e voe skoazellet Amin Dada gant Stadunaniz ar CIA , a gasas bombezennou hag armou all da arme Ouganda hag ar gemeras perzh asambles gant arme Amin Dada e taoliou kaset da benn en Ouganda. [5] . E 1977, pa baouezas gouarnamant Londrez da gaout darempred gant Ouganda, e tisklerias Idi Amin Dada e oa bet trec’h war Breizh-Veur hag e lakaas war-lerc’h e anv al lizherennou "CBE", evit "Conqueror of the British Empire" (Alouber Impalaeriezh Breizh-Veur).

Pa glaskas Amin Dada stagan rannvro Kagera , ur brovins eus Tanzania , ouzh Ouganda, e 1978, e tarzhas ar brezel etre Ouganda ha Tanzania . Trec’h e voe Tanzania ha diskaret e voe Idi Amin Dada da-heul. Tec’hout a reas en harlu da Libia da gentan ha da Arabia Saoudat goude. Eno e vevas betek e varv d’ar 16 a viz Eost 2003 .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Ullman, Richard H. (April 1978). " Human Rights and Economic Power: The United States Versus Idi Amin ". Foreign Affairs . Kavet 16 June 2016
  2. Keatley, Patrick (18 Eost 2003). " =The Guardian Obituary: Idi Amin " . Retrieved on 18 June 2016 .  
  3. Roland Anthony Oliver, Anthony Atmore. Africa Since 1800 . 272 p.  
  4. Dale C. Tatum. Who influenced whom? . 177 p.  
  5. New York Times, Dec. 17, 1986; Paper Cites CIA Aid to Amin's Army in 70s

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .