한국   대만   중국   일본 
Huizen - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Huizen

Eus Wikipedia
Huizen
Lec'hiadur Huizen
Banniel Huizen
Ardamez Huizen
Krugell an oadou (01/01/2008)

Huizen (distagan : [1] ) a zo ur gumun hag ur ger e provins Noord-Holland en Izelvroiou . Dont a ra an anv "Huizen" eus an nederlandeg "tiez", peogwir e sonjer ez eo eno ma voe savet an tiez mein kentan a gaver er rannvro-se. 23,28 km² eo gorread Huizen (douar : 15,78 km², dour : 7,5 km²) ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 42 048 annezad enni.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur geriadenn en arvor e oa Huizen, ma rae berzh ar peskerezh. Pa voe stanket ar Zuiderzee gant an Afsluitdijk e 1932 e teuas ar mor da vezan ul lenn, ha kemmou a voe degaset d'an armerzh : kenwerzh ha greanterezh a gemeras plas ar peskerezh. Er bloavezhiou 1960 e voe savet kalz tiez e Huizen, peogwir e fazie tiez er rannvro-se. Diwar se e kreskas buan an niver a annezidi. A-raok an Eil Brezel-Bed e oa un skigner bras e Huizen.

Kuzul-ker [ kemman | kemman ar vammenn ]

E kuzul-ker Huizen ez eus 27 dileuriad :

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Porched an Izelvroiou  ? Adkavit pennadou ha rummadou Wikipedia a denn d'an Izelvroiou.