Homo erectus

Eus Wikipedia
Homo erectus

Klopenn ur sinantrop, unan eus is-spesadou an Homo erectus


Aet da get

Rummatadur filogenetek
Riezad  : Animalia
Skourrad  : Chordata
Kevrennad  : Mammalia
Urzhad  : Primates
Kerentiad  : Hominidae
Iskerentiad  : Homininae
Genad  : Homo
Anv skiantel
Homo erectus
Dubois , 1894
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-man.
Karrekaennou dizoloet gant Eugene Dubois ( Pithecanthropus erectus ).

Homo erectus a oa ur spesad eus ar genad Homo hag en doa bevet e kreiz Azia hag en Azia ar reter en Henoadvezh koshan ar maen , etre war-dro 1 milion a vloavezhiou ha 300 000 bloaz kent hon amzer.
War-dro 400 000 bloaz eo roudou koshan oaledou oc’h emplegan mestroni implij an tan : war gont an Homo erectus e vezont lakaet.

Kement ha “den en e sav, sonn” e talv ger-ha-ger an anv Homo erectus e latin  : donet a ra a ziskrivadenn ar Pithecanthropus erectus gant Eugene Dubois e 1894 . D’ar mare-se e oa koshan hendad daoudroadek Homo sapiens anavezet (n’eo ket gwir ken hiriv-an-deiz).

Bout zo meur a is-spesad rannvedel, ar pitekantrop hag ar sinantrop en o mesk.

Is-spesadou dasparzh war an Douar [ kemman | kemman ar vammenn ]

Peurvuian e reer Homo erectus ag ar pitekantrop pe den Java , hag ag ar sinantrop pe den Beijing . Abaoe ar bloavezhiou 1980 e sonj an darn vrasan ag an henzenoniourion e vefe mat bevennan takad dasparzh douaroniel Homo erectus en Azia ma voe bet lakaet ar relegou skouer er goulou.

Evit gwir e voe dizoloet karrekaenn (fosil) gentan un Homo erectus war lec’hienn henoniel Trinil ( enezenn Java , Indonezia ) e 1891 gant Eugene Dubois . Setu ma vez graet Homo ergaster eus ar c’harrekaennou a-oad gantan bet diskoachet en Afrika , ha Homo heidelbergensis eus re Europa ( a vije hendadou douetus tud Neandertal ).

E 2004 ez eas pelloc’h ar gaoz war dilec’hiaduriou Homo erectus , gant dizoloadenn relegou tud mentet bihan-tre, ha lesanvet neuze “Hobbited” anezhe. Gouez da zizoloerion Homo floresiensis (anv gwir an “Hobbit”) e vefe heman un diskennad da Homo erectus  ; erruet e vije war an enezenn 70 000 bloaz zo a-c’hwael, hag enni e vije c’hoazh 18 000 bloaz zo. Ur spesad korr e vefe deuet da vout abalamour d’ar digenvezded (evel ma c’hoarvez alies war an inizi). Ne sav ket razh an henzenoniourion a-du gant ar vartezeadenn-man, hogen an holl a zegemer da wir ar fed e vije bet Homo erectus duac’h da verdein war-du an enezenn indonezat-se.

Dezverkou-korf [ kemman | kemman ar vammenn ]

Karvanek mat, ha rakkarvenek mat zoken, e oa Homo erectus . Bout a oa dezhan eskern tev, un tal izel, un askorn kilpenn , ur baleg us-pod . Ne oa dezhan elgezh ebet.

Etre 1,50 ha 1,65 metr sav a oa dezhan ; pouezan a rae etre 45 ha 55 kilogramm  ; hag etre 850 ha 1 100 cm 3 e oa e varr-klopenn (etre 1 100 ha 1 700 evit Homo sapiens ).

Henvelderiou zo etre ment e gorf ha kenfeuriou e izili gant re Homo sapiens (an dud a-vreman).

Stuzegezh ha kalvezerezhiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kutuilherion frouezh ha brouskon, gagnaouaered ha hemolc’herion loened bihan pe vihanoc’h, pe vras a-wezhou (evel an olifanted ), e oa ar bitekantroped (razh an Homo erectus dre astenn). Ar spesad kentan e voe a vestronias an tan, 400 000 bloaz zo (oaledou dizoloet e Menez-Dregan (e Breizh ) ha Vertessz?l?s ( Hungaria ), hogen dre mard int bet diskoachet en Europa e vefe gwell komz eus Homo heidelbergensis ). A-drugarez d’ar vestroni-man e c’helljont gober ostilhou efedusoc’h, poazhan o boued, tomman dezhe ha derc’hel al loened-preizh a-bell.

Gwellaet o doa kalvezerezhiou ar benan hag astennet skalfad an ostilhou : aozet o doa an daouduegou ha bouc’haligou kentan, heverk ag an Acheulean . An dra-se a ziskouez ur chenchamant a-fet emzalc’h.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .