한국   대만   중국   일본 
Hominidae - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Hominidae

Eus Wikipedia
Hominidae

Un orangoutan
Rummatadur filogenetek
Riezad  : Animalia
Skourrad  : Chordata
Kevrennad  : Mammalia
Urzhad  : Primates
Kerentiad  : Hominidae
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-man.

Hominidae zo ur c'herentiad er rummatadur klasel. Komzet e vez a-wezhiou ivez eus ar marmouzed meur [1] . E kerentiad an Hominidae e kaver pevar genad : chimpanzeed ( Pan ), tud ( Homo ), gorilhed ( Gorilla ) hag orangoutaned ( Pongo ).

Chenchet en deus talvoudegezh ar ger Hominidae ? lavaret e vez hominideg a-wezhiou [2] ? meur a wech e-korf an XX vet kantved. E penn kentan e rae meneg eus an dud hag ar spesadou tostan outan (breman an hominineed ). Hiziv an deiz eman en hominideed : an dud (ar re a-vreman hag ar re aet da get), ar gorilhed , ar chimpanzeed hag an orangoutaned .

Un niver a c'henadou aet da get anavezet zo bodet gant an dud e-barzh iskerentiad an Homininae , lod all, gant an orangoutaned en iskerentiad ar Ponginae . Hendad boutin tostan an Hominidae a oa o vevan war-dro 14 milion a vloavezhiou zo [3] , pa en em zispartias hendadou an orangoutaned diouzh re an tri genad all [4] . Hendadou kerentiad an Hominidae a oa en em zispartiet dija diouzh re kerentiad an Hylobatidae , 15-20 milion a vloavezhiou 'zo marteze. [4] [5]


Gwezenn lignez a ziskouez an Hominoidae  : an dud (genus Homo ), chimpanzeed ha bonoboed (genus Pan ), gorilhed (genus Gorilla ), orangoutaned (genus Pongo ), ha gibboned (pevar genad eus kerentiad an Hylobatidae  : Hylobates , Hoolock , Nomascus , ha Symphalangus ). An holl anezhe, war-bouez ar gibboned, zo Hominidae .

Perzhiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Korfadurezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Relegou den ha gorilh

Pouezan a ra an Hominidae en oad gour etre 50 ha 250 kg peurliesan. Bras eo o ment ha krenv eo o c'higennou. Diorroet-mat eo o izili uhelan abalamour ma'c'h implijent anezhe er penn-kentan da zilec'hian diwar-bouez o divrec'h er gwez. Koulskoude ne vez ket implijet an doare-se da zilec'hian gant an dud hag ar gorilhed.

Daoudroadek eo ar bale daoust ma ne bad ket, nemet evit spesadou ar genad Homo . Marmouzed meur Afrika ne valeont ket nemeur (un nebeud metradou hepken) hag implijout a reont kentoc'h un doare bale pevarzroadek ispisial zo anvet ≪ bale war an oensou ≫ (ar c'h- knuckle-walking e saozneg). An doare ober-se zo ur perzh emdroet, nevesoc'h evit an daoudroadegezh a zo ur perzh hendadel. Ouzhpenn ar c'hnuckle-walking n'en deus mann da welet gant ar pevarzroadegezh klasel, peogwir ez eo serret an daou zorn harp ouzh al leur. Stekin a ra an daouarn ouzh al leur gant an tu diavaez eta (gant an oensou) ha n'eo ket gant palv an dorn evel ar palvgerzherien .

Gouest int holl da grapat, nemet ar gorilhed en oad gour, dreist-holl ar maled bras anvet ≪ keinou arc'hantet ≫ zo re vras o fouez evit krapat er gwez. Koulskoude ez eo gouest ar gorilhed yaouankan da bignat er gwez.

prognathe eo o dremm hag o empenn zo diorroet-kenan, e-kenver ar primated all.

Barregezhiou kognitiv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Abalamour d'o barregezhiou kognitiv bras ha dre ma'z int tost d'an dud e vez studiet gant aked ar marmouzed meur a-vreman e primatologiezh hag en etologiezh kognitiv .

O ferzh pennan eo o emzalc'h sokial kemplezh-kenan gant etregweredou stank-kenan etre hiniennou ur memes strollad. Gouest eo o dremm da ziskouez o fromou hag an holl zo barrek da gehentin en un doare efedus ha, gant un deskadurezh azas, da zeskin ur yezh diazez ha d'ober gant meizadou difetis [6] . Eman ivez an Hominidae e-touez al loened ral o deus skiant anezhe o-unan (en em anavezout a reont en ur melezour, er c'hontrol d'ar c'hizhier da skouer) [7] .

Boued [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dishenvel eo boued an Hominidae diouzh ar spesadou. Gallout a reont bezan hollzebrerien hag a zebr frouezh, greun geotennek ha kig a zeu eus divellkeineged (evel ar merien-gwenn tapet gant ar chimpanzeed ) ha mellkeineged bihan (en o zouez marmouzed bihanoc'h, evel ar c'holobouzed a vez chaseet gant ar chimpanzeed). Geotdebrerien hepken eo ar gorilhed hag an orangoutaned avat.


Gwarez [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 2006 eman en arvar ar pep brasan eus ar spesadou marmouzed meur, war-bouez an dud. Ouzhpenn ar chase evit o c'hig ha da zastum aroueziou-trec'h, pe d'o ezporzhian, eman ar marmouzed meur e danjer abalamour da zistruj o metouier naturel ( koadou an trovanou peurgetket). Programm ar Broadou-Unanet evit an endro hag an UNESCO o deus roet lans e 2001 d'ar Great Apes Survival Project da warezin ar spesadou-se gant skoazell ar poblansou lec'hel.

Chenchet en deus ar rendael diwar-benn gwiriou ar marmouzed meur e fin an XX vet kantved. Daou enklasker amerikan, Peter Singer ha Paola Cavalieri , o deus embannet un ≪ diskleriadenn diwar-benn ar marmouzien meur antropoidek ≫ e 1993 a c'houlenn en o anv ar gwir da vevan, gwarez ar frankiz hiniennel ha difenn ar jahinerezh. Zeland-Nevez eo ar vro gentan he deus he degemeret e 1999 gant ul lezenn a anavez an tri gwir diazez-se. Eman Bro-Spagn war-nes sevel un hevelep lezenn [8] . Lod eus ar skiantourien a gav abeg en anavezadur-man abalamour ma krou de facto ur skeuliad talvoudegezhiou eus al loened [9] .



Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. "Marmouz meur" zo un anv boutin kentoc'h evit ur strollad taksonomiezh, ha ne vez ket atav implijjet er memes doare. A-wezhiou e seblant e lez an dud a-gostez ("an dud hag ar marmouzed meur") ha gwezhiou all eman en o zouez ("an dud hag ar marmouzed meur n'int ket tud").
  2. Bruno Mauguin Adalek ar Big-bang betek hiziv , embannaduriou Apogee, 2006, Trein : Ofis ar Brezhoneg , p 48 ; termbret
  3. Andrew Hill & Steven Ward (1988). "Origin of the Hominidae: The Record of African Large Hominoid Evolution Between 14 My and 4 My". Yearbook of Physical Anthropology 31 (59): 49?83. DOI : 10.1002/ajpa.1330310505
  4. 4,0 ha 4,1 Dawkins R (2004) The Ancestor's Tale .
  5. Query: Hominidae/Hylobatidae . Time Tree (2009). Kavet : miz Kμerzu 2010 .
  6. Picq, P. et Coppens, Y. (dir.), 2001, Aux origines de l'humanite , vol. 2, Le propre de l'homme , Paris, Fayard ( ISBN 2-213-60370-7 )
  7. Gallup GG Jr, Chimpanzees: self-recognition , Science 1970;167:86?87.
  8. Le Figaro Sciences, 18 mai 2007, ≪ Les Droits de l'homme pour 2 chimpanzes ≫
  9. Le Temps , Societe, ≪ Le chimpanze, un homme comme un autre ? ≫