Hoel Kerne
, pe
Hoel II
, mab da
Alan Kanhiart
, kont
Kerne
, ha da
Judit Naoned
, pennherez
Kontelezh Naoned
, a oa
kont Kerne
ha
Naoned
goude marv e dud.
Dimezet e oa da
Hawiz Breizh
, c'hoar
Konan II
.
Dug Breizh
e voe goude marv e vreur-kaer e
1066
.
Emglev en doa graet gant
Gwilherm II
, dug Normandi, ha kas a reas e vab
Alan Fergant
da gemer perzh en aloubadeg
Bro-Saoz
gant an Norman. En eskemm e voe skoazellet Hoel gant Gwilherm pa en em savas
Eozen Penteur
a-enep dezhan.
Mervel a reas Hoel e
1084
, hag e vab, Alan IV, an hini a voe lakaet da zug war e lerc'h.