Hin

Eus Wikipedia
Kartenn rannou-bed klimatek

An hin eo stad an atmosferenn e-pad ur mare hir.

Evel-just n'eo ket henvel an hin e pep lec'h war an douar. Gant an temperaduriou-miz hag ar glaveierou-miz krenn eo aroueziet un hin dreist-holl. Bez' ez eus meur a rannved klimatek met a-nebeudou e chench an hin eus ur rannved da unan all. Ha gallout a ra an hin chench en ur memes rannved eus ur bloaz d'egile. Tremenet e vez tamm-ha-tamm eus un eil rannved d'eben.

Gallout a reer rumman an hinou hervez ar c'hlasiafiadur bras a heul. Klasifiaduriou all a zo hervez an ezhommou (labour-douar, bageerezh, kirri-nij...)


Hin bolel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kriz-tre eo an hin e-barzh ar c'helc'hiou arktikel hag antarktikel rak yen-tre eo an amzer a-hed-da-hed ar bloaz. An temperadur izelan a zo bet enrollet a voe -89 °C e station soviedel Vostok , d'an 21 a viz Gouere 1983. Ar rannved polel aostral a zo graet gant ur c'hevandir kelc'hiet gant ur meurvor. Goloet e vez ar c'hevandir gant ar skorn penn-da-benn damdost hag ivez ar meurvor a-zarn, e-pad an hanv zoken. Graet eo ar rannved polel voreal gant un diazad meurvor kelc'hiet gant douarou. Goloet e vez kalz ar meurvor gant ar bank skorn a-hed-da-hed ar bloaz. Steuzian a ra an erc'h e-pad an hanv e-barzh an tachennou n'int ket ken sklas.

Hin isarktikel [ kemman | kemman ar vammenn ]

En hemisferenn nort e-lec'h ma'c'h astenn ar c'hevandiriou betek ar c'helc'h polel eman an hin-se. Aroueziet eo ar rannou bed isarktikel gant mareou-goanv hir ha yen-tre ha mareou-hanv berr ha klouar. Brasoc'h eo kemmaduriou temperadur : betek -40 °C e-pad ar goanv ha 30 °C e-pad an hanv. Izeloc'h eget 0 °C eo an temperadur e-kerzh 6 pe 7 miz. Berr eo ar mare hep rev ha skort eo gwrez an hanv da ziskornan don an douar.

Hin gerreizh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Etre trovanou ha kelc'hiou polel ec'h astenn ranndiriou kerreizh, e parzh an aveliou kornaoueg. Izel eo ar chenchamant temperaduriou etre an hanv hag ar goanv, eus klouar da c'houyen e teuont da vezan. Erratek eo chenchamantou amzer a-hed-da-hed ar bloaz. Gallout a ra rannou-bed kerreizh bezan diwar efed ar meneziou. Ha chench a ra an hin hervez al ledenn. A-hend-all gant ur mare e-pad ma'z eo war-repoz ar plant hag eo bihanoc'h eget 6 °C an temperadur eo arouezet hinou kerreizh.

Hin greizdouarel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ne sell ket nemet ouzh an tachennou war-dro ar Mor Kreizdouar an hin greizdouarel. Bez' ez eus hinou greizdouarel etre ledenn 30° ha ledenn 40° nort ha su. E-pad an hanv e c'hwezh eus ar c'heheder aveliou tomm ha sec'h hag an amzer sec'h a zegas an dra-se. Tomm eo ar mareou-hanv. E-pad ar goanv e teu an aveliou eus an nort hag eus ar c'hornog. Glebor a zegasont. Flour eo ar mareou-goanv. Kement-man a zo mat evit ar struj.

Hin hanter grin [ kemman | kemman ar vammenn ]

E-barzh rannou-bed kerreizh ez eus rannou-bed hanter grin. Tachadou ec'hon geotus eo ar rannou-man dreist-holl. Etre 250 ha 500 mm e vez ar c'hementad a c'hlaveier. N'eo ket a-walc'h evit diorren ar gwez. E stumm lav pe erc'h e vez ar c'houezhaduriou. Tomm e vez ar mareou-hanv ha yen e vez ar mareou-goanv.

Hin grin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur bempvedenn eus an douarou diveuz a ra rannou-bed dezerzh hag hanter-dezerzh. An dezerzhiou a zo tachadou ec'hon sec'h ha noazh a resev nebeutoc'h eget 250 mm a zour bep bloaz. Ledan eo renkad an temperaduriou. Gallout a ra an temperadur e-pad an devezh bezan brasoc'h eget 50 °C. Met euvret eo ar wrez un nebeud gant an aer sec'h-tre. Ha buan-tre e yena an dezerzh adal ma'z a an heol da guzh. An oabl di goumoul a ya a-du gant skarzh ar wrez e-pad an noz.

Hin istrovanel [ kemman | kemman ar vammenn ]

En nort da Drovan ar C'hrank (35° N) hag er su da Drovan ar C'havr (35° S) eman ar rannou-bed istrovanel. Eus tomm da domm-tre e vez ar mareou-hanv met hep arouez trovanel e vez ar mareou-goanv. Dreist 0° C e vez bepred an temperaduriou. N'eus na mare-bloaz sec'h na mare-bloaz gleb, a-hed-da-hed ar bloaz e kouezh ingal ar glav.

Hin drovanel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sellout a ra an hin drovanel ouzh ar rannou-bed etre trovan ar C'hrank (35° N) ha trovan ar C'harv (35° S). Aze e tremen an heol dre e zenit. Uhel e vez an temperaduriou bepred hag aroueziet e vez ar mareou-bloaz gant chenchamantou mod an aveliou hag ar glaveier hepken (mare-bloaz sec'h ha mare-bloaz gleb). Ar c'hondisionou-se a zo peurvat evit ar struj.

Hin veneziad [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dishenvel diouzh re an tachennou amezek eo kondisionou klimatek an tachennou meneziad. Er re-man e vez freskoc'h an temperaduriou, krenvoc'h an aveliou ha fonnusoc'h ar glaveier. E stumm erc'h e vez ar c'houezhaduriou aliesoc'h. Dav e vefe ober anv eus meur a hin veneziad war meneziou e ledennou pell-tre.


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .