한국   대만   중국   일본 
Hidalgo (noblans) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Hidalgo (noblans)

Eus Wikipedia
Hidalgo
titl noblans , karg
Iskevrennad eus marc'heg   Kemmañ

*Gwelout ivez Hidalgo .

Hidalgo en trevadennou.
Kurunenn ardamezel hidalgos Spagn

Un hidalgo (e spagnoleg ) pe fidalgo (e portugaleg ) a oa un den eus an noblans e Spagn ha Portugal .


E Kastilha ha Portugal, e veze graet gant ar ger hidalguia adalek an XIIIvet kantved da ober anv eus an holl dud eus an noblans izel a ouenn el ledenez.

Dont a ra ar ger hidalgo eus fijodalgo , a dalv kement haж ≪ mab da unan bennak≫. Abred e voe graet gant an anv-se eus an holl dud en noblans a oa dezho dreistgwiriou hag enoriou a zeue dezhe a-berzh o lignez hag a legadent d'o mibien (tailhou zo ha n'o deveze ket da baean, kastizou a gorf n'halled ket rein dezho). En Aragon e veze graet gant ur ger all, ciutadans honrats , (keodedourion enoret), hag e Nafarroa e veze lavaret infanzones anezho.

Noblans a ouenn gozh hag a lorc'h [ kemman | kemman ar vammenn ]

E Kastilha e lavar tud an noblans-se, deuet dre ar gwad, bezan bet a viskoazh, ha kemeret perzh er brezeliou enep ar Vuzulmaned . Diskouez a raent o galloud dre anv an douar a oa o anv dezho ivez, ha dre berc'hennan un ti krenv e vogeriou ( casa y solar = ti ha douar) a arouezie o gwir war an douar. Ur skeul noblans a oa, ha meur a bazenn dezhi. Ar pep gwellan e oa an hidalgos solariegos , gwir noblans Kastilha. Ne veze ket douget kement a vri d'an hidalgos all ha n'o devoa bet an hidalguia nemet dre lizhiri dreistgwiriou a orin arvarus.