한국   대만   중국   일본 
Herve - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Herve

Eus Wikipedia
Ur pennad Herve (anv-badez) zo ivez.
Delwenn sant Herve en iliz Gwimilio .

Herve zo unan eus sent vrezhon ar VI vet kantved .

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mab e vije bet da Houarvian , ur barzh eus Enez Vreizh dimezet da Riwanon , eus Arvorig. Ganet dall e oa bet, e Gwitevede , war-dro 525 . Abred e varvas e dad ha mont a reas e vamm pell dioutan. En em gavout a reas ar paotrig gant e eontr, sant Urfol , e Plouvien . Goude e studiou e vevas Herve en ur peniti e Treouergad , e-pad ur pennad, gant ur bleiz donvaet gantan [1] . Buan avat e voe diskibled ouzh e heul. Sevel a reas ur manati e-kichen Plouider, en ul lec'h a voe anvet diwezhatoc'h Lanhouarne , diwar e anv ( Houarnev = Herve ). Mervel a reas en e vanati e 568 pe 575 . Kaset e voe e relegou da Vrest, e 878 , gant aon rak tagadennou ar Vikinged , ha goude se da Naoned . Kollet e voent da vare an Dispac'h gall .

Bras eo e vrud e Breizh. Patron ar varzhed hag ar sonerien eo sant Herve, rak barzh e oa evel e dad. Gantan e vije bet savet Kantik ar baradoz [2] .

Pedet e vez a-enep klenvedou an daoulagad hag a-enep ar bleizi. Enoret e vez e parrez Sant-Herve , e-kichen Uzel , hag ivez e Lanhouarne , e Bro-Leon . Lidet e vez e ouel d’ar 17 a viz Mezheven [3] .

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou ha daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Hervez ar richenn e vije bet debret azen sant Herve gant ur bleiz, pa oa o stlejan un arar. War urzh ar sant e teuas ar bleiz da gemer plas an azen, da sikour Herve da echuin arat an douar.
  2. (fr) Kantik ar baradoz / Jezuz, pegen braz ‘ve , Kan Iliz
  3. (br) Eflamm Caouissin, 17 a viz Mezheven : SANT HERVE, ABAD , Ar Gedour , 17 a viz Mezheven 2023