한국   대만   중국   일본 
Henry Dunant - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Henry Dunant

Eus Wikipedia
Henry Dunant
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Suis , Frans   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Jean Henry Dunant   Kemmañ
Anv-familh Dunant   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 8 Mae 1828   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Geneva , Suis   Kemmañ
Deiziad ar marv 30 Her 1910   Kemmañ
Lec'h ar marv Heiden   Kemmañ
Date of burial or cremation 2 Du 1910   Kemmañ
Lec'h douaridigezh Cemetery Sihlfeld , Grave of Henry Dunant   Kemmañ
Tad Jean Jacques Dunant   Kemmañ
Mamm Anne Antoinette Colladon   Kemmañ
Breur pe c'hoar Pierre-Louis Dunant   Kemmañ
Pried talvoud ebet   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet galleg   Kemmañ
Yezh implijet dre skrid galleg   Kemmañ
Micher embreger , skrivagner , organizational founder , merchant   Kemmañ
Tachenn labour philanthropy , aid agency   Kemmañ
Implijer Compagnie genevoise des colonies suisses   Kemmañ
Bet war ar studi e College Calvin   Kemmañ
Lec'h annez Culoz , Geneva , Heiden , Pariz , Stuttgart   Kemmañ
Relijion Protestantiezh   Kemmañ
Contributed to creative work Popular Science   Kemmañ
Oberenn heverk A Memory of Solferino , Notice sur la regence de Tunis   Kemmañ
Statud e wiriou aozer Ar gwiriou aozer ne dalvezont ket ken   Kemmañ
Documentation files at SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts   Kemmañ

Henry Dunant (a-wechou Henri Dunant , 8 a viz Mae 1828 e Geneva - 30 a viz Here 1910 e Heiden ) a oa un den a afer denelour suis , diazezour ar Groaz Ruz etrebroadel.

E-pad ur veaj aferiou e miz Even 1859 e oa e-kichen ker italian Solferino . Dizolein a reas freuz denel Emgann Solferino , an trec'h aet gant Napoleon III. Diouzh e gantouez e skrivas ul levr anvet Un souvenir de Solferino , embannet e 1862 . Bloaz goude e oa e-touez ar re a ziazezas e Jeneva Komite etrebroadel ar sikour d'ar soudarded gloazet , anvet adalek 1876 Komite etrebroadel ar Groaz-Ruz . Davein a reas Kenemgleviou Geneva kentan d'e ginnigou pa oa peurwiriekaet e 1864 . Roet e voe priz Nobel ar Peoc'h kentan dezhan ha da Frederic Passy e 1901 .

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mab henan e oa, gant daou vreur ha div c'hoar. E Geneva e oa e familh o chom. Stourmerien war an dachenn sokial e oa e dud. Kristenien brotestant kalvinat e oant. An atebegezh sokial a voe kelennet abred ganto d'o bugale.

Kregin a reas Henry Dunant da labourat evit ur bank. E 1853 ez eas da veajin da Aljeria , Tunizia ha Sikilia . Klask a reas lakaat e aferiou da greskin e Saint-Arnaud ( El Eulma hiziv hon deiz, e bro Setif). E miz Ebrel 1859 e teuas da vezan gall. Er memes bloavezh ez eas da Solferino, ur geriadenn nepell diouzh lenn Garda e Lombardia . Heuget e voe gant ar pezh a welas eno : 38000 den marvet pe c'hloazet, hep den ebet da sikour anezho. Klask a reas aozan an deborzhiou kentan gant tud ar vro. Ar c'hantouez daraezus-man eo ar pezh a laka anezhan da zisplegan spouroniou ar brezel en e skridou.

Diskrivan a reas en e levr Un souvenir de Solferino , ar pezh en doa gwelet war an dachenn-vrezel, ha displegan a reas ivez e rankfe aozaduriou etrebroadel neptu ha savet gant tud a youl-vat bezan aotret da sikour ar c'hloazidi. Skignet e voe ar mennozh nevez-se e Suis hag en Europa a-bezh. Un nebeud ersaviou negativel a voe, e Bro-C'hall dreist-holl. A-benn ar fin e voe krouet Komite etrebroadel ar sikour d'ar soudarded gloazet e 1863 e Geneva. Stourm a reas Henry Dunant en Europa a-bezh evit diorren an aozadur.

Kozh e oa dija pa voe roet Priz Nobel ar Peoc'h dezhan e 1901. Mervel a reas d'an 30 a viz Here 1910 en ospital Heiden, war ribl Lenn Konstanz .

Kalz levezon en deus bet e vennozhiou war ar gwir hag emdroadur ar gevredigezh.