한국   대만   중국   일본 
Henrik Ibsen - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Henrik Ibsen

Eus Wikipedia
Henrik Ibsen

Henrik Ibsen a oa ur skrivagner norvegek brudet evit e bezhiou-c’hoari. Ganet e oa bet Ibsen d’an 20 a viz Meurzh 1828 , ha marvet e oa d’an 23 a viz Mae 1906 e Christiana, zo anvet Oslo breman.

Da bemzek vloaz e kuitaas ti e dud ha kregin da labourat e ti un apotiker. E bezh-c’hoari kentan, Catilina , a skrivas pa oa 20 vloaz hag a embannas dindan an anv-pluenn Brynjolf Bjarme . E 1850 e voe c’hoariet, evit ar wech kentan, ur pezh all skrivet gantan, dindan e anv-pluenn adarre, Kjæmpehøjen .

E oberennou kentan zo awenet gant hengouniou Skandinavia hag un ton romantel o deus. E-pad un nebeud bloavezhiou e renas ur c’hoariva e Christiania ( 1857 - 1862 ) ha goude-se e teuas a-benn da gaout ur yalc’had digant ar stad a roas an tu dezhan da vevan diwar skrivan ha da veajin. Mont ha dont a reas dre Europa, o tremen pennadou amzer e Roma , e Dresden hag e Munchen (ne zistroas da vat da Norvegia nemet e 1891 ). E-pad an amzer-se eo e skrivas e oberennou brudetan : Brand ( 1866 ) ha Peer Gynt ( 1867 ), dramaou e gwerzennou a ziskouezas e varregezh da livan an amzer dremenet ha da daolennin brav temz-spered e dudennou. Tamm-ha-tamm e tilezas e zoare romantel hag en em lakaat a reas da sevel pezhiou gwirion diwar-benn kudennou ar gevredigezh, evel Samfundents stotter ( 1876 ) pe Et Dukkehjem ( 1879 ). Muioc’h-mui e pledas e oberennou gant an hiniennou hag an darempredou etrezo, gant elfennou eus e vuhez enno, evel Vilvanden ( 1884 ).

Henrik Ibsen a seller outan evel un dramaour bras hag unan eus dramaourien gentan an amzer vodern. Levezonet en deus skrivagnerien anavezet evel George Bernard Shaw pe Luigi Pirandello .

E skridou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Brand , 1866
  • Peer Gynt , 1867
  • Samfundets støtter , 1876
  • Et dukkehjem , 1879
  • Gengangere , 1881
  • En Folkefiende , 1882
  • Vildanden , 1884
  • Rosmersholm , 1886
  • Fruen fra havet , 1888
  • Hedda Gabler , 1890
  • Bygmester Solness , 1892
  • Nar vi døde vagner , 1899


Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]