한국   대만   중국   일본 
Heinrich Boll - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Heinrich Boll

Eus Wikipedia
Heinrich Boll
Heinrich Böll
Heinrich Boll
Ganedigezh 21  a viz  Kerzu   1917
Koln , Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Marv 16  a viz  Gouhere   1985
Kreuzau , Banniel Alamagn RKA
Yezh skrivan Alamaneg
Enoriou Priz Georg Buchner e 1967
Priz Nobel al lennegezh e 1972

Sinadur


Heinrich Boll a oa ur skrivagner alaman ganet e Koln d'an 21 a viz Kerzu 1917 ha marvet d'ar 16 a viz Gouere 1985 .

Kemer a reas perzh er Strollad 47 , asambles gant Gunter Grass pe Uwe Johnson .

E-touez e romantou eman Der Zug war punktlich (E koulz e oa an tren) pe Die verlorene Ehre der Katharina Blum (Enor kollet Katharina Blum).

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Heinrich Boll, a oa ganet e Koln , en Alamagn. Katoliked ha peoc'hgarourien e oa e dud, ha klask a rejont diwezhatoc'h talan ouzh lanv ar Strollad Nazi . Nac'h a reas Boll emezelin en Hitlerjugend er bloavezhiou 1930.

Labouret en devoa da gentan evel levraoueger a-raok mont gant studian an Alamaneg e Skol-veur Koln . E 1942 e timeze gant Annemarie Cech ha ganti en devoa tri mab. Bez e voe he kenlabourerezh diazez Heinrich Boll evit sikour gant troidigezhiou eus ar Saozneg pe Saozneg ar Stadou-Unanet etrezek an Alamaneg. Enrolet er Wehrmacht , servijet en devoa e Bro-C'hall, Roumania, Hungaria ha war Talbenn ar Reter en [[URSS]. Eno e voe gloazet peder gwech, ha tizhet e voe gant an terzienn Tifoidek. Prizoniet e voe gant an US Army e miz Ebrel 1945 ha kaset en ur c'hamp prizonidi brezel.

Priz Nobel al lennegezh zo bet roet dezhan e 1972.