한국   대만   중국   일본 
Harlan Ellison - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Harlan Ellison

Eus Wikipedia
Harlan Ellison
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Stadou-Unanet   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Harlan Jay Ellison   Kemmañ
Anv-bihan Harlan , Jay   Kemmañ
Anv-familh Ellison   Kemmañ
Lesanv Cheech Beldone , Phil Beldone   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 27 Mae 1934   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Cleveland   Kemmañ
Deiziad ar marv 28 Mez 2018   Kemmañ
Lec'h ar marv Los Angeles   Kemmañ
Abeg ar marv cardiac arrest   Kemmañ
Pried Lory Patrick , Lori Horwitz , Susan Ellison , talvoud dianav , talvoud dianav   Kemmañ
Bugel talvoud ebet   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet saozneg   Kemmañ
Tachenn labour fantasy literature , skiant-faltazi , television screenwriting , lennegezh skiant-faltazi   Kemmañ
Bet war ar studi e Ohio State University   Kemmañ
Lec'h labour New York   Kemmañ
Derou ar prantad labour 1956   Kemmañ
Dibenn ar prantad labour 27 Mez 2018   Kemmañ
Strollad etnek Yuzevien amerikan   Kemmañ
Relijion dizoueegezh , Jewish atheism   Kemmañ
Ezel eus Writers Guild of America, West   Kemmañ
Lec'hienn ofisiel https://harlanellison.com   Kemmañ

Harlan Jay Ellison , ganet d'ar 27 a viz Mae 1934 hag aet da Anaon d'an 28 a viz Even 2018 , a oa ur skrivagner puilh eus ar Stadou-Unanet . En holl en deus embannet ouzhpenn 1700 istor berr, romantou, senarioiou, istoriou comics, studiadennou. Buruteller eo bet ivez war tachennou lies: lennegezh, filmou, skinwel, ha mediaou moullet. E-touez e oberennou niverus, lod zo bet brudet evel al lodenn eus Star Trek embannet e 1967, The City on the Edge of Forever , gwelet gant lod evel gwellan rann ar franchiz Star Trek (skrivet en deus goude-se ul levr a-zivout an darvoud-se gant ar senario orin e-barzh). E oberenn A Boy and His Dog cycle (a voe savet e stumm ur film ), hag e istoriou berr I Have No Mouth, and I Must Scream ha Repent, Harlequin!' Said the Ticktockman . Bet e oa ivez embanner hag antropologour evit Dangerous Visions (1967) hag Again, Dangerous Visions (1972). Ellison a voe enoret alies, gant meur a hini (Hugo, Nebula, hag Edgar).

Justis [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ellison en doa embannet e oa bet diazezet The Terminator , ar film gant James Cameron , war darvoudou bet embannet en ul lodenn eus ar stirad skinwel Outer Limits anvet Soldier (1964) a oa bet savet he senario gantan. Hemdale , an embregerezh produin, hag an embanner Orion Pictures , a oa bet kaset dirak al lez-varn hag a oa deuet a-benn da gavout un emglev arc'hant war ur sammad chomet dianav hag ouzhpennet e oa bet war listenn an oberourien labour Ellison. Cameron a oa enebet daonet ouzh klemmou Ellison hag embannet en doa e oant un "nuisance suit".