한국   대만   중국   일본 
Gwalldaoliou an 11 a viz Gwengolo 2001 - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Gwalldaoliou an 11 a viz Gwengolo 2001

Eus Wikipedia
Gwalldaoliou an 11 a viz Gwengolo 2001
aircraft hijacking , mass murder , terrorist attack , suicide attack
Rann eus terrorism in the United States   Kemmañ
Stad Stadou-Unanet   Kemmañ
Gwerzhid-eur Eastern Time Zone   Kemmañ
Lec'h Arlington County , Manhattan , Shanksville   Kemmañ
Raklec'hiet gant 1993 World Trade Center bombing   Kemmañ
Deiziad 11 Gwe 2001   Kemmañ
Organizer Arabia Saoudat   Kemmañ
Immediate cause of War on Terror   Kemmañ
Hashtag September11 , September11th , NeverForget , NeverForget911 , 911Attack   Kemmañ
Bukenn World Trade Center , Pentagon , Kapitol ar Stadou-Unanet , Ti Gwenn   Kemmañ
Oberour Al-Qaida   Kemmañ

Gwalldaoliou an 11 a viz Gwengolo 2001 (saozneg: The September 11 attacks , lesanvet an 9/11 ) zo un heuliad peder zagadenn gant ur strollad sponterien islamek eus an aozadur al-Qaeda e Stadou Unanet Amerika . Kroget e oa an tagadennou diouzh ar mintin d'ar meurzh 11 a viz Gwengolo 2001 . Dre ar gwalldaoliou-se e voe lazhet 2996 den, ouzhpenn 6000 a voe gloazet, war-dro 10 miliard a zollarou a zistrujou ersavaduriou pe enframmaduriou ha war-dro 3 mil miliard a zistruj en holl.

Pevar c'harr-nij dezougen tud eus div embregerezh stadunanat ( United Airlines hag American Airlines ) an holl anezho lorc'het adal aerborzhiou biz ar vro o vont war-zu Kalifornia a oa bet tapet gant 19 sponter ezel da al-Qaeda. Daou eus ar c'hirri-nij, an nij American Airlines 11 hag hini an United Airlines 175 , a voe flastret war touriou norzh ha su, ar World Trade Center e ker New York . Goude 1 eur ha 42 munutenn, an touriou a gouezhas en o foull, gant tammou o nijal a-bep tu o entanan pe lakaat d'an traon ar savaduriou tro-dro er greizenn World Trade Center ha labezan ar savaduriou er-maez d'ar greizenn. un trede karr-nij, nij American Airlines Flight 77 , a voe flastret war ar Pentagon (pennlec'h ministrerezh an difenn d'ar Stadou Unanet Amerika ) e Arlington , Virginia , hag a zismantras ul lodenn eus tu kornog ar savadur. Ar pevare karr-nij, nij United Airlines 93 , hag a oa gant an hent war-zu Washington, D.C. , a voe flastret en ur park e Stonycreek Township nepell diouzh Shanksville , Pennsylvania . Ar veajourien a oa deuet a-benn da dalan ouzh ar sponterien ha da lakaat ar c'harr-nij da gouezhan e-plas ma vije implijet evel bombezenn. Ar gwalldaoliou spontus-se a voe ar wech kentan o welet kement a bomperien hag a ofiserien polis o vezan lazhet en istor Stadou Unanet Amerika en un taol : 343 pomper ha 72 ofiser polis lazhet.

Ur gartenn o tizkouez an dagadennou war ar World Trade Center (ar c'hirri-nij n'int ket treset a skeul)

Embannet e voe gant Mary Robinson , komiserez uhel an ABU evit Gwiriou mab-den, e oa un torfed a-enep an denelezh . Ur strons psikologel e voe evit kantadou a vilionou a bellarvesterien dre ar bed. Diskouezet e voe e 2004 e oa kablus Al-Qaeda hag e benn bras Ousama ben Laden gant ar C'hengor Broadel diwar-benn ar gwalldaoliou sponter a-enep Stadou-Unanet Amerika. Kalz displegadennou all zo bet ijinet gant an iriennourien dre ar bed. Azgwelouriezh ha nac'helouriezh zo bet tamallet dezho.

Goude ar gwalldaoliou e voe krenvaet lezennaduriou a-enep ar spontouriezh gant kalz stadou. Roet e voe ar brall d'ur ≪ brezel a-enep ar spontouriezh ≫ gant ar Stadou-Unanet, en o zouez en Afghanistan kerkent a miz Here 2001, hag en Irak adalek miz Meurzh 2003. A-benn ar fin e voe lazhet Ousama bel Laden gant ur bagad stourm stadunanat e Pakistan d'an 2 a viz Mae 2011. Dreset eo bet ar Pentagon , ha savet un tour nevez anvet One World Trade Center , ur mirdi, ur c'hounlec'h hag ur porzh-houarn.

Digoret e vo ar prosez ouzh aozerien bennan ar gwalldaoliou adalek an 11 a viz Genver 2021 .