Gwalldaol ar 17 a viz Genver 2019 e Bogota

Eus Wikipedia
Kartenn ar Complejo Muzu Policia Nacional de Colombia, lec'h ar gwalldaol.

D'ar 17 a viz Genver 2019, ur c'harr-tan a voe bleniet en Akademiezh polis broadel en Bogota , e Kolombia . Ar c'harr-tan a oa aet dre al lec'h betek tarzhan. Lazhet e voe 21 den (gant ar sponter) ha gloazet 68 all. An tagadennou emlazh a zo ral e Kolombia. Leuniet e oa ar c'harr-tan gant 80 kilo pentolit . An dagadenn varvusan eo er ger-benn abaoe hini 2003 en El Nogal Club hag an hini gentan abaoe 2017 gant gwalldaol Centro Andino . Ar sponter eo Jose Aldemar Rojas Rodriguez, un den liammet ouzh an tu kleiz pellan ha dreist-holl an Ejercito de Liberacion Nacional abaoe 30 vloaz. Liammet e oa ivez ouzh torfedourien ar Clan del Golfo ha disivouderien ar FARC . Hervez an ELN ez eo ur gwalldaol ganto evit talan ouzh tagadennou ar gouarnamant kolombian a-enep dezho en desped d'an emvod evit ar poec'h dalc'het e Kuba [1] .

An dagadenn [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hervez pennou gouarnamant Kolombia, d'ar 17 a viz Genver 2019 da 9:30 mintin, Rojas en deus bleniet ur c'harr-tan Nissan Patrol gris eus 1993 leuniet gant 80 kg a bentolit e kampus ar Complejo Muzu Policia Nacional de Colombia. Eno e laoskas un den nepell diouzh ul loch bus. Rojas en doa kendalc'het goude-se da ziskenn ar straed implijet evit an dezougen er skol. Pa voe c'hwezhet ar c'harr-tan gant ur c'hi enep danvez-tarzh e vlenias buan dre ar postou surentez en ur flastran gwarded.

An danvez-tarzh a voe lakaet da darzhan e-kichen hunva ar maouezed pa oa ar studierien o tistrein eus ul lid ofisiel. N'eo ket sklaer daoust ha lakaet eo bet ar c'harr-tan da darzhan gant ar sponter pe gant an den a oa bet laosket el loch bus.

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]