Gwaien (ster)

Eus Wikipedia
Gwaien

Ster Waien e ker Waien
Statud ster
Hirder 31,7 km
Uhelder an eienenn ? m
Kas keitat ? m³/s
Gorread an diazad ? km²
Bro(iou) douret Breizh
Diazad steriou
?
En em daol e ker Waien - Meurvor Atlantel
Ledander er genou ?
Andon Ploneiz
Adsteriou ?

Ster Waien eo ar ster a red eus Ploneiz da ger Waien , e mervent Bro-Gerne , e departamant Penn-ar-Bed , Breizh . 31,7 kilometr hed a zo dezhi, ha 6 km hed eo an aber adalek traon Pontekroaz . War he riblennou e kaver porzh Pontekroaz (dizimplij breman) ha porzhiou Gwaien ha Poulgwazeg ( peskerezh ha touristerezh ).

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Eienin a ra ster Waien e Pengwaien, war uhelenn Ploneiz. Treuzin a ra bro ar C'hab betek ker Waien. Mont a ra da heul un draonienn strizh a-walc'h betek Pontekroaz, el lec'h ma kej kalzik steriou bihan. Goude e teu da vezan un aber hir, e anv "Ria ar Gwaien". Eno en em gann ar mor hag ar ster.

Loened ha plant [ kemman | kemman ar vammenn ]

En aber ar Gwaien eo birvidik buhez al loened hag ar plant. Bevan a ra kichen-e-kichen pesked mor ha pesked ster, gouelaned a bep seurt, morvrini , kerc'heized , dirediged ha herlegoned bihan .

Kumuniou treuzet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]