한국   대만   중국   일본 
Gustav Mahler - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Gustav Mahler

Eus Wikipedia
Gustav Mahler (1892)
Mahlers Signatur

Ur soner eus Aostria a oa Gustav Mahler , bet ganet d'ar 7 a viz Gouere 1860 e Kali?t? (er Republik Tchek breman) ha marvet d'an 18 a viz Mae 1911 e Vienna . Daoust dezhan bezan bet anavezet evel mestr laz-senin eus ar re wellan, ez eo brudet dreist-holl hiziv an deiz evel ur sonaozer a bouez bras, pa gasas e oberennou ar sonerezh eus dibenn an XIX vet kantved trema ar c'houlz a-vreman. Skrivet en deus dek simfonienn ha meur a rummad lieder , e o zouez Das Lied von der Erde .

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gustav Mahler yaouank

Ganet e oa bet Gustav Mahler d'ar 7 a viz Gouere 1860 e Kalist (Kalischt, Kali?t?), e Bohemia . E-pad e vloavezh kentan e teuas e dud d'ober o annez e Jihlava ( Moravia ), e-lec'h ma tremenas e vugaleaj. E 1875 e voe degemeret e skol sonerezh Vienna evit deskin senin ar piano gant Julius Epstein. Heulian a reas, war ar memes tro, prezegennou Anton Bruckner e skol-veur Vienna. Das Klagende Lied a oa e wir oberenn gentan, bet kinniget gantan evit ur genstrivadeg evel un opera , aet da ganadeg gantan un tammig pelloc'h. C'hwitan a reas an taol arnod-se, ar pezh a lakaas en e sonj mont da vestr laz-senin. Goude e gentan kevrat e Bad Hall e tapas postou en operaou pouezusoc'h-pouezusan : Ljubljana e 1881 , Olomouc e 1882 , Kassel e 1884 , Praha e 1885, Leipzig e 1886 ha Budapest e 1891 . En opera Hamburg e sinas e gevrat hir kentan e 1891 . Chom a reas eno betek 1897 . E-pad e vakansou hanv, e Steinbach-am-Attersee, e krogas en-dro gant ar sonaozan. Kas a reas e simfonienn gentan da benn hag e Lieder aus ≪ Des Knaben Wunderhorn ≫ ivez.

Daoust ma oa bet desavet er yuzevegezh e troas G. Mahler ouzh ar feiz katolik e 1897 evit tapout post rener-arz opera mil anavezet Vienna a oa berzet d'ar Yuzevien evit gwir. E-pad dek vloaz e chomas e Vienna, hag eno e prenas e vrud a beurliper. E-pad ar mare-se, pebeilet gantan prantadou laz-senin nav mizvezh ha sonaozan ar peurrest eus ar bloaz, peurliesan e Maiernigg, e-lec'h m'en doa un ti bihan war vord ar Worthersee, e savas e simfoniennou, eus an eil betek an eizhvet.

Fortunian gant Alma Schindler ( 1879 - 1964 ) a reas e 1902 , ha div verc'h en doe ganti, marvet an henan e 1907 . D'ar memes bloaz e klevas e oa klanv e galon hag e kollas e labour e Vienna, taget ken e oa er c'hazetennou, enepyuzev evit an darn vuian, daoust dezhan bezan klasket difenn e oberennou dezhan.

E 1910 , aon gantan rak bezan dilezet gant e wreg, ez eas da weladennin Sigmund Freud hag e rannas kaoz gantan e-pad peder eurvezh. Ar gaozeadenn-se a gasas anezhan da barean. Skrivan a reas d'e wreg [...] laouen on. Diviz dedennus [...] .

Daoust ma voe degemeret mat a-walc'h e bedervet simfonienn e voe ret dezhan gortoz 1910 evit kejan ouzh e wir bublik, gant e eizhvet simfonienn. Biskoazh ne voe sonet e-pad e vuhez e oberennou savet da c'houde.

Gustav Mahler e 1909

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Taget krenvoc'h-krenvan gant ar re enepyuzev e resevas ur c'hinnig a-benn ren ar Metropolitan Opera e New York . Kas a reas al laz-senin e-pad ur prantad, e 1908 a-raok bezan skarzhet evit lezel ar plas da Arturo Toscanini . Distrein a reas da New York bloaz war-lerc'h evit kas Laz-senin New York . D'ar c'houlz-se e peurechuas Das Lied von der Erde kement hag e navet simfonienn , e oberenn glok diwezhan. E-pad e weladenn ziwezhan d'ar Stadou Unanet e voe skoet klanv fall hag e c'houlennas distrein da Vienna, e-lec'h ma varvas d'an 18 a viz Mae 1911 . Ar ger diwezhan a zistagas, e viz o tiskouez ul laz-senin ijinet gantan, a voe Mozart ! .

Beziet eo bet e bered Grinzing , e 19 vet arondisamant ker-benn Aostria.

Oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Simfoniennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Oberennou kanan [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sonerezh kambr [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Klavierquartett (pevarad gant piano), savet e 1876 .

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Listenn ar sonaozourien