한국   대만   중국   일본 
Groningen (provins) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Groningen (provins)

Eus Wikipedia
Zuid-HollandNoord-HollandFrizGroningenDrentheFlevolandOverijsselGelderlandUtrechtLimburgNoord-BrabantZeeland

Groningen ( Groningen en nederlandeg ha Gronnen pe Grun'n er rannyezhou lec’hel) zo ur brovins e biz an Izelvroiou . E 2005 e oa 575 234 a dud o chom enni (stankter = 246 annezad/km²). Groningen eo ar ger-benn .

Er reter d’ar brovins eman stad alaman Saks-Izel , er c’hreisteiz dezhi e kaver provins nederlandat Drenthe , er c’hornog Friz hag en norzh Mor Wadden (un tamm eus Mor an Hanternoz ).

E provins Groningen e kaozeer rannyezhou izelsaksek dibar anvet Gronnegs pe Grunnegs .

Bras eo pouez al labour-douar e Groningen ha gaz naturel a gaver eno ivez.

E-touez an dud vrudet genidik eus Groningen e c’heller menegin

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gwechall e oa Groningen ul lodenn eus bro ar Friziz. Dont a reas da vezan ul lodenn eus an Impalaeriezh santel roman german en X vet kantved . E 1536 ez eas da familh an Habsbourged evel provinsou all an Izelvroiou . E 1594 e voe staget Groningen ouzh Republik an Izelvroiou , hag abaoe eo chomet unan eus provinsou an Izelvroiou.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Porched an Izelvroiou  ? Adkavit pennadou ha rummadou Wikipedia a denn d'an Izelvroiou.