한국   대만   중국   일본 
Gounezerezh - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Gounezerezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan
gounezerezh
gennad ekonomikel , tachenn obererezh
Iskevrennad eus agriculture and forestry   Kemmañ
Rann eus primary sector of the economy , food system   Kemmañ
Raklec'hiet gant gathering   Kemmañ
Deiziad kregin 8. millennium BCE   Kemmañ
Efed digoadadur   Kemmañ
Studiet gant agronomy   Kemmañ
Istor history of agriculture   Kemmañ
Sant paeron Isidore the Laborer   Kemmañ
A implij arable land , fresh water   Kemmañ
Classification of Instructional Programs code 01.0000 , 01.00 , 01   Kemmañ
ID en Thesaurus NCI C16270   Kemmañ
Earliest date 15. millennium BCE   Kemmañ

Ar gounezerezh pe al labour-douar a reer eus al labour a vez graet evit hadan ha gounit ar plant a gresk en douar .

Bez Nakht
Labourat an douar gant kezeg, evel ma veze graet gwechall...
... ha labourat an douar gant mekanikou.

Gerdarzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dont a ra ar ger eus ar verb gounit , a vez implijet aman en ur ster strishoc'h pa vez kaoz eus tennan frouezh eus an douar. Kenster eo gant labour-douar , a zo diaesoc'h sevel deveradou diwarnan. Gwelet ivez ar pennad Istor ar gounezerezh .

An dud [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gounideien ha kouerien a vez graet eus an dud a ra war-dro ar gounezerezh, met anvet e vezont labourerien-douar ivez. Statudou a bep seurt o deus bet hag o deus breman. Ur roll a-bouez o deus bet en istor ar Bed abaoe m'eo bet ijinet gounezerezh e Oadvezh ar Maen nevez (pe Neolitik), seizh mil bloaz'zo d'an nebeutan.
Ral eo bet ar mareou hag ar gevredigezhiou o deus anavezet gounideien frank ha perc'henned war o douarou hag o doareou produin. Sklaved int bet e-leizh en Henamzer , served e derou ar Grennamzer en Europa ar C'hornog ha betek 1861 e Rusia , feurmerien int d'an aliesan (da lavaret eo e paeont ur feurm d'un den bennak). E meur a gevredigezh kozh hag en nebeut a gevredigezhiou a-vreman n'eo ket perc'hennet an douarou gant an dud, met gant kumuniezh ar geriadenn ( kumunouriezh ar gounezerezh ). Alies e vez(e) dasparzhet bep bloaz lodennou an douar da vezan labouret warno gant pep familh .

An danveziou gounezet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Plantan riz gant an dorn, e Bangladesh .

A-viskoazh eo bet pal pennan ar gounezerezh produin boued evit an dud hag o loened hag alies e vez merzet ne vije ket eus an Denelezh ma ne vije ket ar c'hounideien evit rein he boued dezhi. A-raok ma vije bet ijinet gounit danveziou diwar an douar e oa bet kavet e c'helle meur a loen bezan donvaet evit tennan boued diouto pe war-eeun o tebrin anezho pe dieeun en ur dennan o laezh pe o viou pe o mel . Da-c'houde eo bet ijinet gounit plant evit o bouetan e-lec'h lezel anezho da zebrin plantou gouez.
Ar vagerien-loened a zo gounideien ivez pa tennont boued o loened diwar an douar.
E mareou an Istor eo bet kavet e c'hell ar gounezerezh produin danveziou ha n'int ket evit bezan debret pe evet ( gwiad , livadenn , danveziou sevel-tiez (ar feltr evit sevel lochennou), danveziou kimiek , trelosk ). Atav ivez ez eus bet klasket gounit louzou mat evit parean klenvedou goude m'eo bet kavet ar plant-se en ur stad gouez.

Meur a seurt gounezerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Renket eo er gounezerezh un obererezh kozh-tre, ar gwenanerezh (sevel ar gwenan ) evit tennann o mel hag un obererezh nebeut kozh, ar vagerezh-pesked (en douriou dous) hag un obererezh nevez a-walc'h, ar gounezerezh-mor (nevez evit magan ar pesked, met kozh evit gounit ar c'hregin ).
A-gozh eo bet klasket lakaat ar c'hoadeier da broduin prenn , koad-losk, glaou-koad ha gouzer . Ar c'hoadgounezerezh eo.

An ed ( geotegou eo an holl nemet ar gwinizh-du) [ kemman | kemman ar vammenn ]

An danveziou graet gant ed [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar c'hig hag produiou diwar al loen [ kemman | kemman ar vammenn ]

Al loened-kig eo al loened maget evit tennan o c'hig diouto

Al laezhajou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar frouezh hag an danveziou tennet diwarno [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar bleuniou hag an danveziou tennet diwarno [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • bokedou bleuniou
  • frondou
  • houpez
  • likoriou-bleuniou

Al legumaj hag ar gwriziou [ kemman | kemman ar vammenn ]

An danveziou evit ar gwiad hag an dilhad [ kemman | kemman ar vammenn ]

An danveziou diwar deliou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar spisou [ kemman | kemman ar vammenn ]

An alkooliou hag an diedou alkoolek [ kemman | kemman ar vammenn ]

A bep seurt [ kemman | kemman ar vammenn ]

An teknikou [ kemman | kemman ar vammenn ]